Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/664

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
656
27 a Vengolo
sant kom ha sant damian

ive larkoc’h-larka var hent ar zantelez. Mes etre daou e oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien gant ann impalaer Dioklesian, ha Siprian ha Justina a oue galvet dirak Eutolm, gouarner ar Phenisii. Ar gouarner-ma a reaz dispenn korf Justina a daoliou fouet, hag hini Siprian gant ivinou houarn, ha goudeze e roaz urz d’ho stleper ho daou enn eur gaoter leun a bek, a zoa hag a goar, lakeat da virvi enn eunn douez. Mez dont a rejont ac’hano heb beza skaotet tamm ebed. Eutolm, mantret o velet kement all, a lavaraz neuze ho c’has da Nikomedii, el leac’h m’edo Dioklesian d’ann ampoent. Ann impalaer ho c’houndaonaz raktal da veza dibennet, hag ho merzerenti a erruaz d’ar 26 a viz guengolo euz ar bloaz 304.


SONJIT ERVAD

Ann amourouzded a zo goest da lakaat ann den da verza he ene d’ann diaoul. Beillit eta var ho kaloun gant ar brasa evez enn aoun na ziouante ennhi eur garantez direol bennag, ha na ve ar garantez-se kaoz d’ehoc’h da goueza e nouzped pec’hed nag erfin d’en em goll da viken. Mes, mar fell d’ehoc’h, e guirionez, miret ho kaloun dioc’h ann tan milliget-ze, beillit ive var ho taoulagad hag hoc’h holl skianchou ; dre ar re-ze evel dre gen aliez a brenestr pe a zor ec’h en em zil ann enebour. Diouallit na rofac’h digor d’ezhan.




ar seizved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT KOM HA SANT DAMIAN, MERZERIEN
————



Kom ha Damian a ioa daou vreur, ginidik euz a gear Ejee enn Arabii. Ho mamm a ioa chomet intanvez gant pemp mab, ha ne espernaz netra evit sevel anezho e doujans hag e karantez ann Aotrou Doue. Rekoumpanset mad e oue evit he foan ; rak he femp mab a deuaz da veza pemp sant ha pemp merzer.

Ann ioul o devoa Kom ha Damian da labourat evit silvidigez ann eneou a reaz d’ezho studia ar vedisinerez,