Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/670

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
662
29 a Vengolo
sant mikeal, arc’heal

hiviziken perz enn he c’hloar hag enn he joauzded, hag abaoue ne c’hellont ket pec’hi. Abaoue ive sant Mikeal a zo deuet da veza ar c’henta anezho e plas Lusifer.

Niver ann elez a zo dreist kount, ha rannet int etre nao geur : ar Seraphined, ar Cherubined, ann Troned, ann Dominasionou, ar Prinsipoteou, ar Puisansou, ar Vertuziou, ann Arc’helez hag ann Elez. Holl e velont Doue egiz m’ema ha tremen a reont ho amzer oc’h he veuli pe oc’h ober ar pez a c’hourc’hemenn. Ar prophet Daniel guech all a velaz eur milion anezho o servicha ann Aotrou Doue, ha mil milion all tro var dro d’he dron.

Ann elez ne ehanont da gana noz-deiz, evel a lavar d’eomp ann abostol sant Iann : « Santel, santel, santel eo ann Aotrou Doue holl-c’halloudek, ann hini a zo bet, a zo hag a vezo euz a viskoaz da virviken ; » pe, evel a lavar ar prophet Isaias : « Santel, santel, santel eo ann Aotrou, Doue ann armeou ; ann douar holl a zo leun euz he c’hloar ! »

Avechou evelato Doue ho digas etouez ann dud da ober eur gefridi bennag. Evelse, ann eal Raphael guech all a oue digaset da ober koumpagnunez da vab Tobias p’edo o vont da gear Rajes dre urs he dad. Divezatoc’h, ann eal Gabriel a oue digaset ive da lavaret da Zakarias en devije eur mab hag a vije hanvet Iann, ha goudeze da lavaret d’ar Verc’hez Vari oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Abalamour da ze e reer elez anezho ; rak ar ger eal a zinifi kannad, unan hag a zo kaset gant eunn all. Ouspenn-ze, peb hini ac’hanomp en deuz eunn eal d’he ziouall, evel a velimp d’ann eil a viz here.

Sant Mikeal oa guech all difennour ar bobl a Israel, pobl Doue d’ann ampoent, bag hirio eo adarre difennour ann Iliz katholik, pried Jezuz-Krist. Bez’ ez eo ive difennour ar Frans, merc’h hena ann Iliz. Erfin, karget eo c’hoaz, var a greder, da gas eneou ar re varo d’ar baradoz pe d’ho zeuler enn ifern, dioc’h ar zetans azo bet douget enn ho c’henver pa’z int erruet dirak ho barner. Ann dra-ma a zo kaoz ma’z euz bet ato etouez ar gristenien eunn devosion vraz evit sant Mikeal, arc’heal, ha