ma’z euz savet ilizou hag aoteriou enn he henor e kement korn zo er bed.
Eur maread elez a zo bet kaset kuit euz ann env ha stlapet enn ifern, el leac’h ma chomint da viken, evit eur pec’hed a ourgouill hebken. Koumprenit dre eno peger braz drouk eo ar pec’hed, ha lakit bepred hoc’h holl boan hag hoc’h holl evez d’en em viret dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel. Trugarekait ive ann Aotrou Doue euz he vadelez enn ho kenver. Rak, m’en divije ho skoet evel ann droug-elez, goude ho kenta pec’hed, e pe leac’h e vijec’h brema, siouas d’ehoc’h !
r zant-ma a ioa ganet enn Illirii, hag a oue savet e
doujans Doue gant he dud. Goudeze e oue kaset da
Rom da ober he studi, hag eno ec’h ankounac’heaz a
nebeut a nebeut ar c’henteliou mad en devoa bet enn he
vugaleach. Evelato ne renaz ket eur vuez direol ; mes
dilezel a eure he zeveriou a relijion, ha ne zonje mui
nemed e gloar ar bed hag enn ebatou. Goulskoude ann
dra-ze ne badaz ket pell.
Ann ioul enn doa da veza brudet dre he zeskadurez a reaz d’ezhan mont da redet bro evit ober anaoudegez gant ann dud habila euz he amzer. Dont a reaz da genta e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ann Allemagn. Hogen, e kear Trev, he zaoulagad a zigoraz enn eunn taol kount : guelet a reaz sklear ne oa gloar ar bed nemed avel ha moged, ha divar neuze ec’h en em roaz holl da zervich Doue.
O veza distroet d’he vro, Jerom a jomaz eur pennad enn eur gouent a Akuilee ; mes aoun enn devoue ne vije ket eaz d’ezhan ober he zilvidigez er gouent-se abalamour m’edo eno etouez he gerent, ha setu hen ha