Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/686

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
678
6 a Here
sant bruno, abad

tri eskop, eur maread beleien, hag ouspenn kant mil gristen o deuz kemeret perz er zeremoni gaer-ze.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou a vez klevet aliez o klemm abalamour ne zesk ket ho bugale er skol ; mes aliez ive int kaoz ho-unan abalamour ma talc’hont ar vugale-ze er gear var ann distera digarez. Koll eunn devez skol hebken a zo kalz evit eur c’hrouadur ; rak evelse n’e ket eaz d’ezhan mont da heul ar re all, ha pa ne c’hell ket mont da heul ar re all, eur c’hrouadur a deu buhan da fallgalouni ha n’en deuz mui kement a blijadur o studia. Mar oc’h euz eta, tadou ha mammou, kavet eur skol vad ha kristen evit ho pugale, kasit-hi d’ar skol-ze bemdez, hag a nebeut a nebeut e velot anezho o teski kouls hag ar re all, ha marteze zoken guelloc’h egetho.




ar c’houec’hved devez a viz here


SANT BRUNO, ABAD
————



Ar zant-ma a ioa ganet e Kologn, hag a roaz ez-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Enn he vugaleach oa dija henvel oc’h eunn den diazezet, ken nebeut e karie ar c’hoariou ha kement oa troet var al labour. He dad hag he vamm a ioa tud a lignez huel, mes tud a zoujans Doue oant ive. Kas a rejont anezhan da Baris da ober he studi, hag eno e teuaz da veza ken habil e berr amzer ma oue resevet doktor var ar philosophi ha var ann theoloji. Neuze e oue hanvet da jaloni e kathedral Reims.

D’ar mare-ze e varvaz e Paris eunn den brudet dre he zeskadurez, hag en doa renet eur vuez direbech hervez ann doare. Goulskoude, epad m’edot o kana offis ann anaoun evit he enterramant, pa errujot gant ar gentel a zo ar geriou kenta anezhi : « Responde mihi, » ar pez a