Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/699

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 a Here
691
sant seraphin

Var gement-se ar gouarner a lavaraz : « — Aoualc’h evit hirio ; kasit-hen d’ar prizoun enn dro. »

Euz a Vopsuest Maksim a ieaz da Anazarb, ha Tarak a renkaz adarre mont d’he heul. Er gear-ze ar zoudard koz a oue faoutet d’ezhan he vuzellou, draillet he vizach, sanket dindan he gazeliou mein begok ruziet oc’h ann tan, trouc’het he ziskouarn, hag erfin diskroc’hennet he benn ha goloet goudeze a c’hlaou beo. Mes, kaer a ioa he vourrevi, chom a rea bepred fidel d’he Zoue ha treac’h e oue ato d’he vourrevien.

Neuze ar gouarner her c’houndaonaz da veza debret gant al loaned gouez. Mes al leonez a oue laosket varnhan a c’hourvezaz eharz he dreid heb ober drouk ebed d’ezhan. O velet ann dra-ze, Maksim a roaz urs d’he zibenna, ha setu ar pez a oue great var ann heur. He verzerenti a erruaz er bloaz 304.


SONJIT ERVAD

Sant Tarak a ioa eur zoudard koz ha ne grene ket dirak ar gouarner Maksim hag he vourrevien. C’houi a zo ive soudarded da Jezuz-Krist, ha ne dleit ket spounta ken nebeut dirak enebourien ar relijion hag ann Iliz, a zo ker stank enn hon amzer-ni. Peger reuzeudik e veac’h-hu m’o pefe mez oc’h anzao hag o tifenn ho feiz dirak ar seurt tud-se ! Rak neuze Jezuz-Krist en devezo mez ive oc’h anzao ac’hanhoc’h dirak he Dad, ha mar en deuz Jezuz-Krist mez oc’h anzao ac’hanhoc’h dirak he Dad, petra deuot-hu da veza goude ar vuez-ma ?




ann daouzekved devez a viz here


SANT SERAPHIN, EUZ A URS SANT FRANSEZ
————



Ar zant-ma a ioa ganet enn Itali, ha mab da eur mansouner, hanvet Jerom. Hano he vam oa Theodora, hag hen a oue badezet dindan ann hano a Felis. He dud a ioa kristenien vad ho daou ; mes he vamm a ioa eur vaouez ar seurt ne vez ket guelet aliez. Deski a reaz abred d’he mab karet ann Aotrou Doue ha kaout heuz ouz ar