Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/708

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
700
15 a Here
santez thereza, guerc’hez

parti entrezomp. — O veza ma’z oc’h va fried, ar pez a zo d’inn-me a zo d’ehoc’h ive. — Divar vrema e tleit, evel eur guir bried, klask va gloar e peb tra. »

Thereza dioc’h he c’hostez a garie kement he Zalver stag ouz ar groaz ma’z oa kustumm da lavaret : « — O va Jezuz, guell eo ganen mervel eget beva heb kaout poan. » Eunn droiad e velaz enn he c’houent eur paotrik bihan hag a ioa koant evel ann deiz, ha setu hi ha goulenn ouz ar paotrik-se piou oa. Mes ar paotrik a respontaz : « — Livirit d’inn da genta piou oc’h hoc’h-unan. » « — Me, eme ar Zantez, eo Thereza Jezuz. » « — Mad, eme ar paotrik d’he dro, me eo Jezuz Thereza. » Setu aze pebez karantez a ioa etre ar Zantez hag he fried euz ann env.

Thereza a ioa galvet gant Doue da zigas Urs Karmes d’he stad koz, da lavaret eo, da lakaat al leanezed da viret ar reolenn a vuez a heuliet da genta enn Urs-se, hag a ioa kalz strisoc’h eged ann hini a heuliet d’ann ampoent. Mil boan e devoue o tont a benn euz ann dra-ze ; great e oue goab anezhi, grozmolet e oue enn he enep, ha ne oue espernet netra evit miret outhi da ober ar pez e doa lakeat enn he spered.

Mes ne fallgalounaz ket evit kement-se, hag o veza kavet peder leanez hag a gounzante miret eveldhi ar reolenn genta euz ann Urs, ez eaz gantho da eur gouent nevez e devoa hanvet kouent Sant-Joseph. Ne ouent ket pell eno na falvezaz da eur maread re all kemeret skouer dioutho, ha niver ar re all-ma a greskaz kement gant ann amzer ma renkaz ar Zantez sevel evitho eur gouent ha tregont heb kounta hini Sant-Joseph.

Thereza a reaz evit ar venac’h euz a Urs Karmes ar pez e devoa great dija evit al leanezed, da lavaret eo, e lakeaz ar venac’h-se da viret ive ar reolenn genta euz ho Urs evel al leanezed. Mes koueza a eure klanv e kouent Alb, ha goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eunn devosion vraz, he ene pur a nijaz d’ar baradoz dindan furm eur goulmik venn, d’ar 14 a viz here euz ar bloaz 1582. Ar Zantez a ioa neuze o ren he eiz vloaz ha tri-ugent.