Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/71

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 a C’henver
63
sant paol, gounezet d’ar feiz


Var al leac’h edo pa oue lazet sant Stephan a daoliou mein, hag en em garget oa da ziouall dillad ar vourrevien. Goudeze e oue great brezel d’ar gristenien e Jerusalem, ha den ne ziskoueze kaout muioc’h a gounnar outho eget Saol. Mont a rea he-unan d’ann tiez, hag ann holl dud fidel a gave a gase ganthan evit ho zeuler er prizoun. Mes ann dra-ze c’hoaz ne oa ket aoualc’h d’ezhan. Kement a ioul en doa da ziskar Iliz Jezuz-Krist ma’z eaz eunn devez da gaout ar belek braz da c’houlenn liziri diganthan evit Iuzevieri Damas. He zonj a oa mont di gant al liziri-ze, ha mar kavche dre eno eur re bennag, goazed pe verc’hed, hag a heulje ar relijion gristen, ho digas ganthan da Jerusalem karget a jadennou. Setu hen eta enn hent gant ar zonj fallakr-se enn he spered.

Hogen, p’edo dija tost da Zamas, e teuaz enn eunn taol euz ann env eur sklerijenn skeduz da bara enn dro d’ezhan. Dallet gant ar sklerijenn-ma, Saol a gouezaz divar he varc’h d’ann douar egiz pa vije bet skoet gant ar gurun. Kerkent e klevaz eur vouez hag a lavare d’ezhan : « — Saol, Saol, perak e-rez-te brezel d’inn-me ? » Hen a respountaz : « — Piou oc’h-hu, Aotrou ? » Hag ar vouez a lavaraz adarre : « — Me eo Jezuz, ann hini ma rez brezel d’ezhan. » Neuze Saol, strafillet-holl, a c’houlennaz enn eur grena : « — Aotrou, petra fell d’ehoc’h a rafenn ? » Hag ar vouez a respountaz : « — Sao enn da za ha kea e kear : eno e vezo lavaret a d’id petra ’c’h euz da ober. » Saol a zavaz, mes, pa zigoraz he zaoulagad, ne vele mui banne. Ar re a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan a renkaz he ren dre ann dorn betek Damas, hag er c’hasaz evelse da di eunn den hag a ioa Jud he hano. Chom a reaz enn ti-ze tri devez dioc’htu heb dibri nag eva, hag ato dall-put.

Bez’ ez oa e Damas eunn diskib d’hor Zalver, he hano Ananias. Doue a roaz urs d’ann diskib-ma da vont da gaout Saol. Mont a eure, hag enn eur astenn he zaouarn varnhan epad m’edo o pedi, e lavaraz d’ezhan : « — Saol, va breur, hor Zalver Jezuz, ann hini en deuz komzet ouzhoc’h enn hent? en deuz va digaset ama