Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/717

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 a Here
709
sant per a alkantara

hor Zalver, ne oa netra var he benn ken nebeut epad he basion. Gant ann dra-ze c’hoaz e touge bepred eur c’houriz houarn enn dro d’he gorf, hag ec’h en em skourjeze he-unan diou vech bemdez a daoliou chadenn.

Ar Zant a ioa deuet evelse da veza ker kastiz ma ne oa mui nemed ar relegou anezhan. Mes Doue hen rekoumpansaz o rei d’ezhan er bed-ma eunn tanva euz a joauzted ar baradoz. Aliez e veze douget a spered betek ann env, hag avechou zoken he gorf a zave dioc’h ann douar dre nerz ar garantez a ioa enn he galoun.

Per a Alkantara a labouraz kalz da lakaat ar venac’h euz he Urs da heul ar reolenn genta a ioa bet roet d’ann Urs-se gant sant Fransez, ha bez’en devoue ann eur da velet eur maread anezho o senti outhan. Sikour a reaz ive santez Thereza da ober ar memes tra evit leanezed Urs Karmes.

Abarz ar fin e kouezaz klanv e kear Avila, hag eno e varvaz e peoc’h d’ann 18 a viz here euz ar bloaz 1562, goude beza resevet he zakramanchou diveza hag enn eur lavaret ar c’homzou kenta euz ar zalm Laetatus sum : « Plijadur am euz bet o klevet ar c’helou-ma : Mont a raimp da di ann Aotrou Doue. » Diskleriet en doa he-unan da be heur e varvche, ha kerkent ha ma oue tremenet, santez Thereza a velaz a bell he ene o nijal d’ar baradoz. Goudeze ec’h en em ziskouezaz d’ar zantez-ma e kreiz eur sklerijenn gaer ha dudiuz, hag e lavaraz d’ezhi : « — O pinijenn euruz, e deuz meritet d’inn eur c’hloar ker braz. » Sant Per a Alkantara a ioa d’ann ampoent o ren he dri bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a zigore dor ha prenest he gambr, pa veze ar goanv enn he c’hoasa, evit kaout muioc’h a riou, ha pe e vije glao pe erc’h, pe e vije tomm-skaot ann heol, ato e kerze diskabell. Penaoz e kredomp-ni eta, pec’herien ma’z oump, ha pec’herien vraz marteze, klemm gant ar ienienn er goanv ha gant ann dommder enn hanv ? E leac’h grozmolat pa gavomp ann amzer re ien pe re domm, kinnigomp da Zoue ar boan on euz gant ann dra-ze, evit paeamant euz ann hini on euz meritet dre hor pec’hejou, hag evelse ar boan-ze a zervicho d’eomp da ober hor purkator er bed-ma ha da greski hon rekoumpans er bed all.