Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/719

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a Here
711
sant iann a genti, belek


Mes ar Zent o deuz bet aoun ato rak ar gount o devije da renta da Zoue euz ann eneou a veze fiziet ennho. Ann aoun-ze a grogaz ive e Iann a Genti, ha setu hen eunn devez ha kuitaat he barrez evit mont adarre da rejanti. Mes he zeveriou a rejant ne virent ket outhan da labourat evit silvidigez he nesa, hag ann amzer a jome ganthan, goude beza great he skol, a implije holl o sarmoun, pe o pedi hag o vedita.

Ar pez a denerea he galoun dreist peb tra oa ar zonj euz a basion hor Zalver, hag evit lakaat ar zonj-se dounoc’h c’hoaz enn he spered, ez eaz he-unan da Jerusalem. Eno, ann ioul en doa da veza merzer a reaz d’ezhan prezeg ann Aviel d’ann Turked ; mes, kaer en devoue, ne c’hellaz ket gounit ar gurunenn a verzerenti.

Ar zant-ma a ieaz ive peder guech da bardouna da Rom dre zevosion evit Kador sant Per, hag evit ober he burkator er bed-ma, evel a lavare he-unan. Ann holl veachou-ze a reaz var he droad, eur pakadik traou ganthan enn he zorn pe dindan he gazel. Eunn droiad, eur vandenn laeroun a ziframmaz diganthan ar pakadik traou-ze, enn eur c’houlenn ha n’en doa netra all ebed. Iann a respountaz nann ; mes goudeze e teuaz da zonj d’ezhan ez oa eunn nebeut peziou aour griet enn he vantell, ha kerkent e redaz da lavaret d’al laeroun en doa ankounac’heat ar peziou aour-ma, Al laeroun a jomaz mantret oc’h he glevet, hag a lezaz he aour ganthan. He bakadik traou zoken a rojont d’ezhan ive enn dro.

Iann a denne ann tamm euz he c’hinou evit terri he naoun d’ar paour, ha ne ehane da gastiza he gorf dre ar binijenn. Dougen a rea bepred eur c’houriz reun, ne gouske nemed var ann douar noaz ha ne zebre nemed ar pez a renke da zibri evit chom beo. Epad ann tregont vloaz diveza euz he vuez e reaz ato vijil. Goude he skol, ne vanke morse da vont d’ann iliz da adori ar Zakramant, meulet ra vezo, hag he spered a veze dalc’h-mad gant Doue. Mervel a eure, karet ha respetet gant ann holl, d’ar 24 a viz kerzu euz ar bloaz 1473, oajet a zek pe c’houezek vloaz ha tri-ugent. Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou, araok ha goude he varo.