groaz ker pounner. « — Red e d’eomp, emezhi, beza bepred rezinet da volontez Doue, hag ar pez a blij d’ezhan a dle plijout d’eomp-ni ive. »
Erfin, o veza kouezet klanv, e c’houlennaz he zakramanchou diveza, petra bennag n’oa ket c’hoaz a zoare fall varnhi, ha prest goude e roaz he ene d’he c’hrouer d’ar pemzek a viz here euz ar bloaz 1243. Ar miraklou a c’hoarvezaz var he bez a reaz d’ar pab Klemant IV lakaat he hano var roll ar Zent kerkent hag ar bloaz 1267.
Ha c’houi a fell d’ehoc’h beva euruz var ann douar ? Bezit ato rezinet da volontez Doue evel ar zantez-ma. Doue a c’hoar guella petra zo talvouduz evit ho silvidigez, hag eunn devez a zeui e trugarekaot he Brovidans evit beza ho kaset dre eunn hent hag a gavit brema tenn ha rust. Ma n’o pije bet nemed joa ha plijadur er bed-ma, e vijac’h bet marteze en em gollet da viken. E leac’h eta en em jala hag en em zizesperi pa zigouez ganehoc’h eur groaz pounner bennag, en em daolit gant fizians etre daouarn ann Aotrou Doue. Ann Tad karantezuz-se o sikouro da zougen ho kroaz, ha gant he zikour houma a deui heb dale da veza skanv ha dous evit ho kaloun.
nn amzer ann impalaer Konstantin, eunn den habil
euz ann Azii, he hano Metrodor, en em lakeaz da redet
bro evit anaout guelloc’h ar bed. Erruout a reaz
evelse betek ann Abisinii, ha digas a eure ganthan
ac’hano perlez hag a bep seurt mein a briz. Eunn den
habil all euz a Dir, he hano Merop, o velet pebez fortun
en doa great Metrodor, en devoue avi outhan, hag a
c’hoanteaz mont da zispenn he roudou enn esper kaout
kement a jans hag hen.
Hogen, Merop en doa daou niz iaouank, hanvet Fru-