Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/729

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 a Here
721
sant gouenou, eskop

eur beachour. Mes ann eal a respountaz d’ezho : « — Trugarekait ann Aotrou Doue dre ma’z eo bet trugarezuz enn ho kenver. Ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn a dal hirroc’h eged holl denzoriou ann douar. Selaouit, Tobias : pa bedac’h enn eur vouela, ha pa’z eac’h enn noz da zebelia ar re varo, me a gase ho pedenn betek ann env ; rak me eo Raphael, unan euz ann elez a vez ato enn ho za dirak tron ann Aotrou Doue. »

O klevet ar c’homzou-ma, ann daou Dobias a oue estlammet-holl, hag en em strinkaz var ho fenn d’ann douar. Mes ann eal a lavaraz d’ezho : « — Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, ha n’o pezet aoun ebed, Doue eo en deuz va digaset d’ho kaout ; trugarekait anezhan ha kanit he veuleudiou. » O veza komzet evelse, ann eal ho c’huiteaz ha n’her gueljont mui : nijet oa adarre d’ar baradoz.


SONJIT ERVAD

Ann arc’heal Raphael eo Medisin ann Aotrou Doue. N’euz klenved ebet eta na c’helfe parea. Penaoz bennag ec’h en em gafemp eta skoet, a gorf pe a spered, goulennomp ar iec’hed diganthan. Pedomp anezhan dreist peb tra da barea klenvejou hon ene, ha d’hor zikour da drec’hi hon techou fall ha da enebi kalounek ouz tentasionou ar bed, ar c’hig hag ann drouk-spered.



ar pemped var ’nn ugent a viz here


SANT GOUENOU, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. Ne oa c’hoaz nemed eur c’hrouadur pa gollaz he vamm, ha d’ann oad a drivac’h vloaz e treuzaz ar mor evit dont da Vreiz-Izel asambles gant sant Tugdon, he dad, sant Majan, he vreur, ha santez Tugdona, he c’hoar.

O veza erruet ho fevar e Brest, Tugdona a ieaz da eur gouent a ioa dija d’ann ampoent e Lokournan-Ar-Fank, hag ann tri all a glaskaz peb hini anezho eur plas distro