Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a C’henver
65
sant polikarp, eskop ha merzer

gant Jezuz-Krist, ha pa oue deuet enn oad, sant Iann hel lakeaz da eskop e Smirn, enn Azii-Izela.

Gouarn a eure ann iliz-se epad dek vloaz ha tri-ugent, ha ken istimet oa abalamour d’he zantelez ha d’he vouiziegez ma oa kemeret gant ann holl evit ar c’henta eskop euz ar vro, Enn he gozni, ar gristenien ne felle d’ezho morse he lezel da denna he voutou he-unan; kement a respet o doa evithan ma veze mall gant peb hini anezho mont d’ho zenna diganthan evit gellout touch oc’h he dreid.

Sant Ignas a Antioch, o veza bet koundaonet d’ar maro gant ann impalaer Trajan, a oue kaset da Rom evit beza dispennet ha lonket gant al loaned gouez. Enn eur vont di, e tremenaz dre Smirn. Gant pebez joa e vriataz, eur vech c’hoaz abarz mervel, he vignoun ker Polikarp ! Ha Polikarp, dioc’h he gostez, gant pebez respet ne bokaz ket da jadennou ar merzer kalounek ! Ho daou oant bet diskibien da zant Iann, hag abaoue ec’h en em garient evel daou vreur. Sant Ignas en devoue plijadur ive o velet ann urs kaer hag ann devosion a rene etouez tud fidel Smirn, ha trugarekaat a reaz ann Aotrou Doue abalamour m’en doa roet d’ezho eur pastor ker mad ha ker santel.

Polikarp a ieaz he-unan da Rom e tro ar bloaz 158, evit en em glevet gant ar pab sant Aniset divar benn ann deiz ma tliet ober gouel Pask. Bete neuze, ar gouel-ma a veze great enn Azii d’ar pevarzekved devez a loar veurs, evel m’edo ar c’hiz guech all etouez ar Iuzevien, hag e Rom, er c’hountrol, e veze kaset d’ar zul varlerc’h. Ar pab a ziskouezaz kaout eunn istim vraz evithan, hag eunn devez e reaz d’ezhan kana ann offerenn enn he blas.

Epad m’edo e Rom, e c’hounezaz adarre d’ar guir feiz eur maread kristenien hag a ioa bet touellet da heul kredennou faoz gant ar fals doktored euz ann amzer-ze. Polikarp n’oa ket evit gouzanv ar re-ma, hag ober a rea kement a ioa enn he c’halloud evit alia ann dud fidel da dec’het dioutho. Eunn devez, unan anezho, he hano Marsion, a erruaz ganthan var ar ru. Raktal e troaz he