Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/732

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
724
25 a Here
sant alor, sant alan ha sant evarist

gez ! Bezit eta bepred var evez gant aoun na veac’h trec’het gant eunn tech ker fall, gant eunn tech hag a zo bet kiriek da gement a zrouk ha da varo kement a dud azalek Kain betek sant Gouenou, hag azalek sant Gouenou betek hon amzer-ni.




ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz here


SANT ALOR HA SANT ALAN, ESKIBIEN, HA SANT EVARIST, PAB HA MERZER
————


Sant Alor a oue eil eskop Kemper goude sant Korantin. He c’houel a veze great guech all e kement parrez a ioa e Kerne hag e Leon, ha peder barrez euz a Gerne, Ann Erge-Vihan, Plobannalek, Tregennek ha Tremeok, o deuz he joazet evit ho fatroun. Ne c’houezer netra ken divar he benn ; mes kement-se a zo aoualc’h evit diskouez ann devosion o deuz bet ann dud fidel evithan hed ar vech, hag ar fizians a dleomp da gaout ato enn he c’halloud dirak Doue.

Sant Alan a oue unan euz ann eskibien a c’houarnaz eskopti Kerne prest goude sant Alor ; mes he vuez n’e ket anavezet ken nebeut. Ar pez zo sur eo oa brudet-braz guech all e Kemper, el leac’h m’oa enterret he gorf, hag er brevier koz ez oa eunn offis kaer enn he henor.

A vrema c’hoaz, he hano, douget gant eunn niver braz a dud e Breiz-Izell, a ziskuez eo karet enn hor bro, hag ez euz fizians enn he c’halloud. Rak o choaz eunn hano d’ho c’hrouadur ar gerent a zonj kaout d’ezhan eunn difennour enn env.

Sant Evarist a ioa ganet er Gres, ha mab da eur Iuzeo euz a Vethleem. Mes bez’en devoue ann eur da zigeri he zaoulagad da sklerijenn ar feiz, hag o veza eat da Rom e resevaz ann Ursiou sakr. He zeskadurez hag he aked da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou a reaz d’ann holl rei ho mouez d'ezhan evit beza pab, goude merzerenti sant Anaklet. Ar c’helou-ma oue evel