Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/738

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
730
29 a Here
sant narsis, eskop



SONJIT ERVAD

Beleien ann idolou a gemeraz kaz ouz ann daou abostol-ma o velet pegement a baianed a c’hounezent da feiz Jezuz-Krist. Evelse ive, bep vech m’o pezo c’hoant da ober eunn dra bennag evit gloar Doue pe zilvidigez ann eneou, ann drouk-spered hag ar re a zo he vevellien var ann douar a raio brezel d’ehoc’h hag a glasko kaeat ouzhoc’h. Mes ne rit van evit ann dra-ze : abred pe zivezad, Doue a vezo ato treac’h d’he enebourien. Hag evidoc’hui na gemerit ket neac’h ma teu ann dud fall d’ho kasaat ; muioc'h a ze e plijot da Zoue.





ann naved var ’nn ugent a viz here


SANT NARSIS, ESKOP


————


Narsis a ioa ganet er Palestin e tro ar bloaz kant goude donedigez hor Zalver. O veza m’en devoa eur spered lemm, e teuaz da veza habil enn he iaouankiz var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr. Goudeze e resevaz ann Ursiou, hag e oue eur skouer a bep seurt vertuziou evit ann dud a iliz. Ann holl a ioa leun a istim evithan, ha ne reat anezhan nemed Ar Belek Santel.

D’ann oad a bevar-ugent vloaz pe ouspenn, e oue hanvet da eskop e Jerusalem ; mes krenv oa c’hoaz d’ann ampoent, hag ar garg nevez-se ne zervichaz nemed da greski he aked da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Eunn dudi oa guelet gant pebez nerz e prezege, ha pegen eveziant oa da bourvei da holl ezommou ann dud fidel euz he eskopti. Ha pa vije bet c’hoaz e barr he vrud, n’en devije ket gellet ober muioc’h eget na rea.

Doue a roaz d’ezhan ann donezoun a viraklou. Eur blavez, d’ar Zadorn-Fask, pa’z ejot da allumi ar c’hleuzeuriou a ioa enn iliz, ne oue kavet banne eol ebed da lakaat ennho. Narsis a lavaraz mont da gerc’hat dour da eur puns a ioa e kichen, ha digas ann dour-ze d’ezhan. Pa oue digaset ann dour, ann eskop her bennigaz, ha goudeze e reaz he deuler er c’hleuzeuriou. O burzud ! ann dour a oue raktal chenchet enn eol.