Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/741

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a Here
733
sant marsell ha sant kasian


Agrikola a ioa d’ann ampoent e kear Tanjer enn Afrik, ha Marsell a oue kaset di d’he gaout. Letanant ar prefet a lavaraz d’ezhan, pa erruaz : « — Tamallet oc’h da veza taolet d’ann douar, dirak soudarded ho rejimant, ho kleze hag ho kuialenn a offiser, enn eur ziskleria oac’h kristen ; guir eo ann dra-ze ? » « — Ia, guir eo, eme Varsell : ne c’hellenn mui chom enn arme anez kemeret perz e sakrifisou milliget. » « — Petra eo ar gounnar a zo kroget ennhoc’h, eme Agrikola, ma rit kement-se a fae var hon doueou ? » « — Ar gounnar, eme ann offiser kristen, n’e deuz ket a beg var ar re a zo enn ho c’haloun doujans ann Doue en deuz krouer ann env hag ann douar. »

Neuze ar barner a zougaz ar zetans-ma : « — Marsell en deuz meritet ar maro, ha me a ro urs d’he zibenna. » « — Bennoz Doue d’ehoc’h ! » eme ar Zant. — Merzerenti sant Marsell a erruaz d’ann tregont a viz here, e tro ar bloaz 298.

Mes etre daou oa c’hoarvezet eunn dra all. Grefier ann dribunal, he hano Kasian, n’oa ket bet falvezet d’ezhan skriva ar zetans douget a enep ann offiser kristen. Stlapet en doa zoken he bluenn var leur ar gambr pe ar zal, enn eur lavaret: « — Ar zetans-se a zo a enep peb guir ha peb lealded. »

Agrikola a ieaz drouk ennhan o velet hag o klevet kement all, hag a lavaraz kas ar grefier d’ar prizoun. A benn pemp sizun goude, her galvaz adarre dirazhan ha ne espernaz netra evit e lakaat da ginnig ezans d’ann idolou. Mes Kasian a respountaz grons, evel sant Marsell, ne adorje hiviziken ken Doue nemed Jezuz-Krist, ha raktal e oue koundaonet ive da veza dibennet : ar pez a oue great d’ann tregont a viz kerzu euz ar memes bloaz.


SONJIT ERVAD

Eur c’hristen a dle ato beza prest, evel sant Marsell ha sant Kasian, da c’houzanv n’euz fors petra, hag ar maro zoken, kentoc’h eget kemeret perz er pez a zo kountrol d'ar feiz pe d’al lealded. Pa c’houlenn Doue pe ar goustians eunn dra diganeomp, hag ann dud eunn dra all, n’euz ket da varc’hata. Red eo neuze selaou mouez ann Aotrou Doue pe vouez ar goustians, ha nann hini ann dud ; rak ne c’heller ket servi-