Mes ar pez n’ema ket enn ho galloud a zo enn hor galloud-ni. Ia, ar feiz a zesk d’eomp ive e c’hellomp, ni ken etrezomp kristenien a zo c’hoaz var ann douar, obten didorr da eneou ar purkator enn ho foaniou, hag hasta ar mare ma vezint tennet euz ho frizoun. Penaoz kement-se ? Dre hor pedennou hag hon oberiou mad, ha dreist holl dre zakrifis santel ann offerenn.
Setu perak ann anaoun paour a gri ouzomp hirio :
Breudeur, kerent ha mignouned,
Enn han’ Doue hor zelaouet,
Enn han’ Doue hor zikouret !
N’euz nikun ac’hanomp marteze ha n’en defe enn ho zouez eur c’har pe eur mignoun bennag. Marteze zoken on euz eunn tad pe eur vamm, hag ar re-ma a lavar d’eomp dreist ar re all :
Sonjit enn ho tad, enn ho mamm,
Er purkator e kreiz ar flamm :
Va mab, va merc’h, ah ! selaouet.....
Enn han’ Doue hor zikouret !
Piou ac’hanomp a c’hellfe ober ar skouarn vouzar ouz ar vouez klemmuz-se ? Marteze ez euz brema er purkator eneou ha n’emaint eno nemed abalamour d’eomp-ni, nemed abalamour da bec’hejou hag oump bet kaoz d’ezho da ober. Neuze n’e ket hebken ar garantez, mes ar justis zoken eo a ra d’eomp eunn dever d’ho zikour hervez hor galloud.
Pedomp eta aliez, pedomp bemdez evit anaoun ar purkator, ha pa vezimp eat euz ar bed-ma, Doue a lakai e spered ar re a jomo var hon lerc’h ar zonj vad da bedi evidomp ive. Eneou ar purkator a lavar d’eomp erfin :
Ha pa vimp-ni e gloar Doue,
Evidhoc’h ni bedo ive :
Ouzomp eta holl selaouet,
Enn han’ Doue hor zikouret !
Ia, mar teuomp a benn da denna eunn ene bennag euz ar purkator, ann ene-ze, eur vech eat d’ar baradoz, n’hon ankounac’haio biken ha ne ehano da c’houlenn evidomp digant Doue ar grasou m'on euz ezomm anezho evit gellout erruout d’hon tro el leac’h euruz m’eo erruet dija.