Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 a C’henver
67
sant iann krizostom, eskop ha doktor

ann dud fall ha difeiz, hag ann tan-ze ne vougo biken. »

Ar bobl a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma. Redet a eure raktal da glask keuneud ha pa oue great eur bern anezho, e oue savet Polikarp var c’horre ha lakeat ann tan er bern dioc’h ann traon. Mes ar flammou a droaz a round ebiou d’ar Zant, evel eur vaout pe evel lien eur vag pa grog ann avel ennhan. O velet ar burzud-se, ar baianed aheurtet a reaz treuzi he gorf gant eunn taol kleze. He verzerenti a erruaz er bloaz 166 pe er bloaz 169 goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Polikarp n’oa ket evit gouzanv ar fals doktored euz he amzer, ha pa gleve hano euz a eunn dra bennag kountrol d’ar feiz, e lakea dioc’htu he vizied da stanka he ziskouarn. Ar re a gomz a enep ar relijion hag ann Iliz a zo e guirionez bugale d’ann diaoul, tad ar gaou, hag ar gristenien gatholik a zo bugale da Zoue. Hogen, bugale Doue ne dleont kaout darempred ebed gant bugale ann diaoul. Tec’hit eta dioc’h koumpagnunez ar seurt tud-se, ha ne zigorit morse ho tiskouarn da zelaou ho c’homzou, na dor ho ti da reseo ho levriou pe ho c’hazetennou.



ar seizved var ’nn ugent a viz genver


SANT IANN KRIZOSTOM, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma, ginidik a Antioch, a oue leshanvet Krizostom, da lavaret eo, Teod aour, abalamour ma’z oa eur prezeger dispar. D’ann oad a ugent vloaz oa echu he studi ganthan, hag e c’helle esperout beza eunn alvokad euz ar re vrudeta pe erruout er c’hargou huela euz ar vro; rak deuet oa dija da veza ken habil hag he vistri. Mes ober a reaz fae var gloar ar bed evit en em rei holl da zervich Doue.

En em denna a eure enn eur gouent, el leac’h ma viret eur reolenn a vuez euz ar re strisa, hag eno e chomaz pevar bloaz. Epad ann amzer-ze, e skrivaz eul levr kaer divar benn stad ar veleien hag eunn all divar benn hini