Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/754

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
746
5 a viz Du
santez franseza a amboaz



ar pemped devez a viz du


AR PLAC’H EURUZ FRANSEZA A AMBOAZ, DUKEZ A VREIZ
————


Franseza a ioa ganet er Poatou a dud a lignez huel, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez dazont. Rak, pa zihune enn he c’havell, e leac’h diroll da lenva evel ar vugale all, e kroaze he daouarnigou var he stomok enn eur zellet ouz ann env, hag e chome evelse sioul ha didrouz egiz pa vije bet o sonjal er baradoz.

D’ann oad a bevar bloaz e oue kaset da balez Iann V, duk a Vreiz, hag eno ann dukez Janned, c’hoar da Jarles VII, roue Frans, prinsez devot hag a zoujans Doue, en em lakeaz dioc’htu da zeski d’ezhi he fedennou hag he c’hatekiz. Hogen, Franseza a goumprene hag a zaoure dija guirioneziou ar relijion kalz guelloc’h eget meur a zen braz, ha pa vele ar re all o vont da gommunia, e deveze avi outho. N’oa ket evit miret da vouela zoken abalamour ne c’helle ket ober eveldho. Setu perak, dre ali eskop Guened, e oue resevet da ober he fask kenta petra bennag ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz.

Pa oue krog enn he femzek vloaz, Franseza a zimezaz da Ber, eil mab ann duk Iann, hag ann dimezi-ze a oue euruz er penn kenta. Mes heb dale ann drouk-spered a lakeaz Per da gaout difizians euz he bried, ha da ober goall vuez d’ezhi. Eunn devez zoken e skoaz ganthi ken a jomaz var ar plas beuzet enn he goad.

Goulskoude ar vaouez geaz ne deuaz klemmadenn na rebech ebed euz he ginou ; mes lavaret a eure d’he bourreo gant he dousder ordinal : « — Va mignoun, bezit sur e ve guell ganen mervel eget offansi Doue pe hoc’h offensi-c'houi ; dre va fec’hejou em euz meritet goasoc’h eget na rit d’inn : va mignoun ker, plijet gant Doue ho pardouni ! »

Per ne oue ket aoualc’h d’ezhan beza skoet gant he bried ; kas a reaz ive kuit ar mevelien hag ar plac’hed