Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/756

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
748
6 a viz Du
sant ildut, abad

fried da jom bepred intanvez ma teuje ar maro d’ezhan enn he raok, ha kaer a oue, den ne c’hellaz he lakaat da vankout d’he ger.

Abarz ar fin e oue lezet da ober he bolontez, ha neuze e kemeraz sae al leanezed euz a Urs Karmes e Guened. Mes ac’hano ez eaz evel superiorez da eur gouent all a oue roet d’he Urs enn Naoned, hag er gouent-ma e varvaz d’ar pevar a viz du euz ar bloaz 1485, enn eur lavaret d’he C’hoarezed : « — Grit ma vezo ato karet Doue dreist peb tra ! » Ar pab Pi Nao en deuz he diskleriet euruz d’ann unnek a viz gouere 1863.


SONJIT ERVAD

Priejou kristen, ma teu ann drouk-spered da glask ho lakaat da gaout difizians ann eil euz egile, hastit affo serra outhan dor ho kaloun. Ann difizians-se a zo evel eur zarpant hag a dleit da vouga pe da flastra pa’z eo c’hoaz bihan. Mar hen lezit da greski, ne viot mui evithan, ha Doue hebken a c’hoar pegement a zrouk a raio d’ehoc’h ha pegement a boan o devezo ar re all ganehoc’h abalamour d’ezhan.




ar c’houec’hved devez a viz du


SANT ILDUT, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa mab da Vikan, dijentil a c’hoad huela euz a Vro-Zaoz, e rouantelez Glamorgan. Evit kerzet var roudou he dad, ec’h heuliaz ann arme enn he iaouankiz, hag heb dale e oue brudet dre ann taoliou kaer a rea. Meulet oa gant peb hini e kement korn a ioa er vro, ha roue Glamorgan, oc’h anaout he virit, a roaz d’ezhan ar garg kenta euz he balez. Mes, dre ali sant Kadou, a ioa d’ann ampoent abad e kouent Lan-Karvan, Ildut a reaz fae var madou hag henoriou ar bed evit en em voestla holl da zervich Doue.

Goude beza resevet ann donzur zantel, e tremenaz meur a vloaz o studia ar Skritur sakr hag ann holl skianchou all, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz