Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/766

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
758
10 a viz Du
sant andre avellin


Goulskoude pell a ioa n’edo ket enn he eaz er bed, ha setu perak, d’ann oad a bemp bloaz ha tregont, ec’h en em dennaz enn eur gouent o devoa ann Tadou Theatined e kear Napl. Eno e kemeraz ann hano a Andre, hag e reaz veu da enebi dalc'h-mad oc’h he volontez he-unan, ha da vont ato larkoc’h-larka var hent ar zantelez.

Ann amzer a c’helle da zioueret goude beza great he zeveriou a relijion hag he zeveriou a vanac’h pe a zuperior, rak hanvet e oue da zuperior meur a vech hag e meur a leac’h, a implije holl o pedi pe o vedita hag o labourat evit silvidigez ann eneou. Ne skuize morse o kovez, pe o konferans pe o vont da velet ar re glanv, ha Doue a ziskouezaz dre eur burzud kaer pegement e plije d’ezhan ar garantez-se en doa Andre evit he nesa.

Eunn nozvez m’edo o tistrei d’ar gear asambles gant eunn all, goude beza bet o velet eunn den klanv pell dioc’h he gouent, ar glao hag ann avel a vougaz ar goulou el letern a ioa gant he goumpagnoun. Hogen, tenval-sac’h oa, ha glao a rea egiz pa vijet bet o teuler dour gant barazou. Mad, ar Zant hag he goumpagnoun ne ouent tamm glepiet, ha dioc’h korf Andre e teuaz eur sklerijenn dreist-ordinal hag a ziskoueze ann hent kalz guelloc’h eget n’en devije great goulou al letern.

Ar zant-ma a ioa ive eur skouer a basianted, ha prest ato da bardouni ann offansou. Eunn niz d’ezhan o veza bet lazet, ne espernaz netra evit miret ouz he gerent d’en em venji. Mes kement-se zoken ne oue ket aoualc’h evithan : pedi a reaz ouspenn ar varnerien da veza trugarezuz e kenver ar re o doa great ann torfed.

Erfin, dinerzet dija dre ar gozni, ha mui c’hoaz dre he binijennou ha dre he labouriou abostolik, Andre Avellin a oue skoet gant eunn taol goad, eur mintinvez m’edo e traon ann aoter o lavaret ar c’homzou kenta euz ann offerenn : « Introibo ad altare Dei. » Goulskoude ne gollaz ket dioc’htu he anaoudegez ; amzer a oue da rei d’ezhan he zakramanchou diveza, ha goudeze e varvaz e peoc’h etre daouarn he Vreudeur, d’ann dek a viz du euz ar bloaz 1608, oajet a zeiz vloaz ha pevar-ugent.