Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/779

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a viz Du
771
sant melani, eskop



ar c’houezekved devez a viz du


SANT MELANI, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn eskopti Guened, a dud a lignez huel, hag a oue savet e doujans Doue enn he vugaleach hag enn he iaouankiz. Pa oue echu he studi ganthan, e c’helle erruout er c’hargou henorapla hag ober eur fortun gaer er bed ; rak bez ez oa eunn den a zoare, fur ha direbech enn he gomportamant, ha karet gant ann holl. Mes c’hoant mont da vanac’h en devoa, ha setu hen, d’ann oad a drivac’h vloaz, hag en em denna enn eur gouent el leac’h ma’c’h heuliet eur reolenn a vuez euz ar re strisa.

Eno e oue heb dale eur skouer a bep seurt vertuziou evit ar venac’h all. Humbl oa evel eur c’hrouadur, dous evel eunn eal, aketuz da bedi ha da gastiza he gorf dre ar binijenn ha distag-krenn dioc’h traou ann douar. Setu perak, pa deuaz ar maro d’ar superior, e oue choazet evit delc’her he blas.

Melani a ioa dija belek d’ann ampoent, hag a benn eunn tachad goude, e oue hanvet da eskop e Roazon. Ne gemerazar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag eur vech m’en devoue he c’hemeret, e kreskaz he bedennou hag he binijennou. Chom a rea pell hag hirr da vedita enn noz ; mes gant ann dra-ze ne ankounac’hea ket deveriou he stad.

Ober a rea tro he eskopti aliesa ma c’helle evit lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, diarbenn ann dizursiou ha digas d’ar gear ann denved dianket. Eunn nebeut paianed a ioa c’hoaz er vro enn he amzer ; mes ar Zant ho gounezaz holl, kouls lavaret, da feiz Jezuz-Krist, ken dre nerz he gomzou, ken dre ar burzudou a rea ; rak Doue en devoa roet d’ezhan ive ann donezoun a viraklou.

Eunn droiad e tigasaz adarre e buez eunn den koz euz