Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/782

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
774
17 a viz Du
sant gregor, taumaturj, eskop

gostez evit beva he-unan gant Doue. Mes ne oue ket lezet pell e peoc’h. Ar brud euz he zantelez a reaz d’ann arc’heskop Fedim he henvel da eskop e Neosezaree. Pa glevaz ar c’helou-ze, Gregor a redaz da guzat enn eunn ermitach all. Mes red e oue d’ezhan senti abarz ar fin, ha goude beza resevet ann Ursiou, e oue sakret eskop. Neuze e c’houlennaz digant Fedim eur pennad amzer evit studia guelloc’h c’hoaz guirioneziou ar relijion, ha Fedim a roaz d’ezhan he c’houlenn.

Hogen, eunn nozvez, m'edo o vedita var ar guirioneziou-ze, e velaz dirazhan enn eunn taol kount eunn den koz hag eur vaouez ha n’e doa ket he far etouez merc’hed ann douar. Ar vaouez-ma oa ar Verc’hez, hag ann den koz oa sant Iann Avieler. « — Iann, eme ar Verc’hez grit skol d’ann eskop-ma var misteriou ar feiz. » Raktal ann abostol a gomzaz da C’hregor enn eur feson dudiuz divar benn mister ann Dreinded. Ar Zant a lakeaz dioc’htu he gomzou dre skrid, ha goudeze ec’h en em zervichaz anezho evit kelenn d’he dro ar bobl a ioa fiziet enn he garg.

Tremen a rea ann noz o pedi, hag ann deiz o prezeg hag oc’h ober miraklou. O veza ma kreske bemdez niver ar gristenien, e oue red sevel eunn iliz evitho. Gregor en doa kavet eur plas brao evit ann dra-ze, nemed oa re striz : ar mor, dioc’h eur c’hostez, hag eur menez, dioc’h eur c’hostez all, a vire ne vije gellet ober ann iliz hirr ha ledan aoualc’h.

Ar Zant ne fallgalounaz ket evit ken nebeut a dra. Sonj en doa euz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « — O pezet eur feiz krenv, ha ma livirit da eur menez : Sav ac’halese hag en em daol er mor, e sento ouzhoc’h raktal. » Goulenn a reaz eta digant Doue ma teuje ar c’homzou-ze da vir evithan, ha Doue a zelaouaz he bedenn : ar menez a jenchas plas hag en em dennaz larkoc’h.

E kichen Neosezaree ez oa eur ster hag a veze avechou, dreist holl er goanv, beuzet ann douarou divar dro gant ann dour anezhi. Ann dra-ma a rea kalz gaou ouz ann dud divar ar meaz ; mes Gregor a gemeraz truez ouz ann dud keiz-se, hag eunn devez setu hen ha sanka he vaz