Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/792

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
784
20 a viz Du
ar verc’hez vari kaset d’ann templ


Gouzout a rea ne fell ket da Zoue beza daou-hanter gant ar grouadurien, ha setu perak ec’h en em ginnigaz holl d’ezhan heb miret netra nag evithi he-unan, nag evit ar bed. Enn eur ger, kinnig a eure d’ezhan var eunn dro he spered. he c’haloun hag he c’horf : he spered evit he adori, he c’haloun evit he garet dreist peb tra, hag he chorf evit he zervicha hen hebken.

Mari a c’houie c’hoaz ne fell ket da Zoue ken nebeut e ve mui lamet diganthan ar pez a zo bet roet d’ezhan eur vech. Setu perak ive ec’h en em ginnigaz d’ezhan evit ato hag evit mad, enn eur lavaret e vije d’ezhan da bep mare euz he buez, e vije d’ezhan betek ar maro, e vije d’ezhan bepred korf hag ene.

Hirio e ra ann Iliz ar memor euz ar c’hinnig dudiuz-se a reaz ar Verc’hez da Zoue, d’ann oad a dri bloaz, euz he spered, euz he c’haloun, euz he holl skianchou. Goudeze Anna ha Joachim a zistroaz d’ar gear, ha Mari a jomaz enn templ evit beza savet eno etouez ar guerc’hezed. Evit guir, e peleac’h edo plas ann hini a ioa galvet gant Doue da veza mamm d’he Vab en em c’hreat den, nemed e ti ann Aotrou Doue he-unan ?

Brema, piou a c’hellfe rei da anaout peger pur ha peger santel e oue ar vuez a renaz Mari e templ Jerusalem ? Tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o labourat. He spered hag he c’haloun a veze ato gant Doue, ha traou ann douar a ioa evithi egiz pa ne vijent ket. Ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhi da vervel gant ann naoun ; ne gouske ken nebeut nemed oc’h red, hag epad he c’housk zoken he c’haloun a jome bepred dihun, da lavaret eo ar zonj euz a Zoue a jome bepred enn he spered.

Al labour e devoa ar Verc’hez da ober oa studia, neza, griat, ober stamm ; mes al labour-ze a ioa c’hoaz eur bedenn ; rak n’her grea nemed evit Doue hag er guel a Zoue. A hent all, biskoaz krouadurez ne oue ken dous, ken humbl, ker modest hag hi : ne oa ket hueloc’h ann eil ger d’ezhi eged egile, ha morse ne oue remerket ann distera drouk ennhi.

Ne gaozee nemed pa veze ezomm, ha guelloc’h oa gan-