r zant-ma a ioa ganet e Rom, hag a oue gounezet d’ar
feiz gant ann ebestel sant Per ha sant Paol. Goudeze
e sikouraz sant Paol da brezeg ann Aviel, ha sant
Per da c’houarn ann Iliz, hag ann daou abostol-ma a
oue ato leun a istim evithan. Sant Paol a gomz anezhan
enn unan euz he liziri, hag a lavar oa skrivet he hano
var al levr a vuez. Pe seurt meuleudi a c’houfe beza
kaeroc’h eged hounnez ?
Goude merzerenti ar pab sant Klet, Klemant a oue choazet evit delc’her he blas, evel ann dina euz a eur garg ken huel. Neuze e poaniaz muioc’h eget biskoaz da gelenn ann dud fidel, a bell hag a dost, ha da skleraat sperejou ar baianed. Kristenien Korinth n’en em glevent ket, eunn tachad a ioa ; diou gostezenn a ioa enn ho zouez ; mes ar pab nevez a lakeaz adarre ar peoc’h entrezho dre he furnez hag he zousder.
Lakaat a eure ive meur a baian euz a Rom da zilezel servich ann idolou ; mes evit ann dra-ze e oue diskuillet d’ann impalaer Trajan, hag ann impalaer-ma a reaz he gas kuit euz ar vro. Kaset e oue d’ar C’hersonez enn tu all da Gonstantinopl ha d’ar mor a hanver hirio ar Mor Du. Hogen, eno e kavaz daou vil gristen hag a ioa bet koundaonet da labourat er mengleuziou mein marbr.
Ar gristenien geiz-se a ioa truezuz meurbed ho doare. Goulskoude ar pez a rea muia diezamant d'ezho oa abalamour ma renkent mont da gerc’hat dour da eva varnhed diou leo dioc’h ar vengleuz, ha dougen ann dour-ze var ho diouskoaz.
Klemant a oue tenereat he galoun o klevet kement all, ha setu hen ha lavaret d’ar gristenien : « — Pedomp evit ma raio Doue enn hor c’henver ar burzud a reaz