Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/800

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
792
25 a viz Du
santez katell, guerc’hez ha merzerez

zek a viz kerzu euz ar bloaz 1591. Ne oa c’hoaz nemed nao bloaz ha daou-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar c’hras a rekete ar zant-ma dreist peb tra oa ar c’hras da gaout poan ha da veza disprijet evit Jezuz-Krist. E guirionez, mar karfemp sellet piz ouz ann traou, e velfemp n’euz netra talvoudusoc’h evidomp eged ar poaniou a erru ganeomp hag ann disprij a reer ac’hanomp. Perak ? Abalamour, seul-vui m’on euz da c’houzanv pe seul-vui ma’z oump disprijet er bed-ma, seul-henveloc’h a ze e teuomp da veza ouz Jezuz-Krist, ha seul-vui ma vezimp bet henvel ouz Jezuz-Krist var ann douar, seul gaeroc’h a ze ive e vezo hor c’hurunenn er baradoz. Rak-se ma ne c’houlennomp ket, evel sant Iann ar Groaz, kaout poan ha beza disprijet var ann douar, digemeromp da vihana, heb en em glemm, ar c’hroaziou a zeu d’eomp euz dourn ann Aotrou Doue.




ar pemped var ’nn ugent a viz du


SANTEZ KATELL, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Ar Zantez-ma a ioa ganet e kear Aleksandrii enn Ejipt, hag a resevaz eunn deskadurez ker kaer enn he iaouankiz ma ne oa den all ebed ken habil hag hi. Lennet e devoa holl levriou ar baianed hag ive holl levriou ar gristenien ; rak kristenez oa he-unan, hag eur gristenez leun a feiz hag a zoujans Doue. Goestlet e doa he guerc’hded d’he Zalver Jezuz, hag he c’haloun ne garie nemethan.

D’ar mare-ze ann impalaer Maksimin a ioa o chom e kear Aleksandrii, Hogen, ann impalaer-ma a ordrenaz d’he holl zujidi kemeret perz enn eur sakrifis solanel en doa c’hoant da ginnig d’ann idolou, ha raktal e oue guelet bandennadou tud o tiredet a bep tu hag o tigas gantho a bep seurt loaned evit beza lazet enn henor d’ann doueou faoz.

Dallentez ann dud-se a reaz poan da Gatell, ha setu hi, dre druez outho, ha mont d’ann templ da gaout Maksimin. Pa oue erruet enn he gichen, e tiskouezaz d’ezhan