labourat a rea ive hervez he c’halloud evit silvidigez tud ann eskoptiou all. Tri eskop divar dro o veza bet kaset d’ar prizoun asambles gant ouspenn c’houec’h kant kristen, ar Zant ne ehane da gonzoli ar re-ma dre he liziri ha d’ho alia da jom bepred stard enn ho dever. Nec’het oa gantho noz-deiz gant aoun na deuje unan bennag anezho da ginnig ezans d’ann idolou, hag he spered ne oue eaz aoualc’h nemed pa glevaz o devoa gounezet holl ar gurunenn a verzerenti. Neuze avad e oue beuzet he ene enn eur mor a joa.
Goulskoude nerz ar bersekusion a dorraz eur pennad, ha Per a zistroaz da Aleksandrii. Siouaz ! etouez tud fidel kear, meur a hini o doa bet ar zempladurez da nac’h ho feiz pe da vihana da ober ann neuz d’he nac’h. Mes ar Zant en devoue truez ouz ar gristenien geiz-se, hag o veza n’oa ket ker grevuz pec’hed lod anezho ha pec’hed lod all, e kemeraz ar boan da verka da bep rumm ar binijenn a dlient da ober evit gellout tostaat adarre ouz ar zakramanchou.
Heb dale e tirollaz ar bersekusion ker goaz ha biskoaz, hag er vech-ma Per a oue kaset d’ar prizoun d’he dro dre urs ann impalaer Maksimin. Epad m’edo eno o c’hortoz ar maro, daou velek, ho hano Akillas hag Aleksandr, a ieaz eunn devez d’he gaout evit he bedi da lamet ann eskummunugenn divar ann avieler Arius. Ann avieler-ma en doa diskouezet edo a du gant eur vandenn chismatiked a ioa d’ann ampoent enn Ejipt, hag abalamour da ze oa bet eskummunuget gant ar Zant.
Hogen, Per a respountaz d’ann daou velek-se : « — Penaoz e kredit-hu dont da gomz d’inn evit Arius ? Hag er bed-ma hag er bed all e vezo ato disparti etre Arius hag hor Zalver Jezuz-Krist, guir Vab Doue. Akillas hag Aleksandr a oue mantret o klevet kement all ; mes ar Zant a lavaraz d’ezho : « — Ne d-it ket da damall ac’hanon da veza re rust : selaouit petra zo c’hoarvezet ganen enn noz diveza-ma. A greiz m’edon o pedi, em euz remerket em c’hichen eur c’hrouadur daouzek vloaz, hag hen skeduz evel ann heol ; mes he zae a ioa