Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/804

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
796
27 a viz Du
sant didas, euz a urs sant fransez

roget azalek he vruched betek ann traon. Raktal em euz anavezet ar Mabik Jezuz, hag em euz goulennet outhan : « — Va Zalver benniget, piou en deuz roget ho sae d’ehoc’h evelse ? » Hag hen en deuz respountet : « — Arius, emezhan, eo en deuz great ann dra-ze ; rak-se ne lamit ket ann eskummunugenn divarnhan. Er c’hountrol eo, livirit d’ann daou velek Akillas hag Aleksandr, a vezo choazet evit gouarn iliz Aleksandrii var ho lerc’h, arabad eo he reseo morse etouez ar gristenien fidel. Evidhoc’h-hu ne viot mui pell o c’hedal kurunenn ar verzerien. »

Ar pez a gounte Per d’ann daou velek a ioa eat d’he velet enn he brizoun a deuaz da veza guir ger evit ger. Ar Zant a oue dibennet kerkent hag antronoz-vintin, d’ar 26 a viz du euz ar bloaz 310, var ar plas memes m’oa bet merzeriet sant Mark, kenta eskop Aleksandrii. Akillas hag Aleksandr a c’houarnaz ann iliz-ma var he lerc’h ann eil goude egile, hag enn ho amzer Arius a brezegaz eunn herezi nevez hag a lakeaz ar freuz hag ar rouestl epad meur a gant vloaz dioc’htu e kement korn a ioa er bed katholik kouls lavaret.


SONJIT ERVAD

Nac’h ar feiz a zo eur pec’hed euz ar re c’hrevusa. Goulskoude ar pec’hed-se zoken a c’hell beza pardounet var bouez ma vezo great eur guir binijenn anezhan. N’euz fors eta e pe seurt pec’hejou nag e peger braz pec’hejou e veac’h bet kouezet, arabad e d’ehoc’h morse dizesperi. Gant m’o pezo eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue, goad Jezuz-Krist en devezo ato vertuz aoualc’h evit goalc’hi hoc’h ene, nag hen digas da veza adarre ken neat ha ker flamm ha ma’z oa da zeiz kaer ho padiziant.




ar seizved var ’nn ugent a viz du


SANT DIDAS, EUZ A URS SANT FRANSEZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Spagn, hag a oue kelennet mad gant he dud enn he vugaleach. Goudeze ez eaz