Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/808

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
800
28 a viz Du
sant stephan, ermit ha merzer

zenn-ma e teuaz da veza brudetoc’h eget biskoaz dre ar miraklou a rea, hag abalamour da ze ann impalaer a ordrenaz he gas da Gonstantinopl.

Eno Konstantin her galvaz dirazhan, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak e livirit-hu ounn-me heretik ? » « — Abalamour, eme Stephan, e lamit euz ann ilizou ann imachou a zo bet henoret hed ar vech gant hon tadou koz. »

Var gement-se ar Zant a ziskouezaz sklear d’ann impalaer peger braz pec’hed oa mankout a respet da imach hor Zalver pe da re ar Verc’hez hag ar Zent. « — Sellit, emezhan, enn eur denna euz he vruched eur pez arc’hant en doa bet digant unan bennag ; patrom piou a zo var hema ? » « — Va fatrom-me, » eme Gonstantin.

« — Mad, eme Stephan, petra reot d’inn mar bresann ho patrom dindan va zreid ? » « — Ah ! eme ann offiserien a ioa a bep tu d’ann impalaer, ann dra-ze a goustfe ker d’ehoc’h. » « — Pe seurt torfed eta, eme ar Zant, ne ra ket ann hini a vres dindan he dreid hag a daol enn tan imach Jezuz-Krist hag imach he vamm benniget ? »

Ann impalaer a ieaz enn egar o klevet ar c’homzou-ma. Goulskoude moustra a reaz var he galoun ha ne lavaraz netra nemed rei urs da gas Stephan d’ar prizoun da c’hortoz ma vije barnet. Ar Zant a gavaz eno tri c’hant daou ha daou-ugent manac’h hag a ioa bet dija bourrevet evit ar feiz katholik. Lod a ioa bet trouc’het ho fri, ho daouarn pe ho diouskouarn d’ezho ; lod all a ioa bet skourjezet, disvlevet ho fenn pe zevet ho baro. Stephan a drugarekeaz Doue evit ar c’hras en doa great d’ezho da c’houzanv ar poaniou-ze gant pasianted ; mes diez oa he spered abalamour n’oa ket bet c’hoaz bourrevet eveldho.

He dro ne zaleaz ket da erruout. Eunn devez e teujot d’he glask d’ar prizoun, ha raktal ec’h en em lakeaz he-unan etre daouarn he vourrevien. Ar re-ma a stagaz eur gordenn ouz he dreid, hag her stlejaz dre ruiou kear var bouez ar gordenn-ze. Abarz ar fin unan anezho a faoutaz