Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29 a C’henver
73
sant fransez a zal, eskop ha doktor

tasion-ze. Ne c’helle mui kousket, ha ne zebre na ne eve, kouls lavaret ; dizec’ha a rea var he dreid, ha liou ar maro a ioa dija varnhan. Evelato ne lezaz morse a gostez he bedennou hag he zevosionou, mes lavaret a rea : « O va Doue, ma ne c’hellann ket ho karet er bed all, me fell d’in da vihana ho karet keit ha ma vinn er bed-ma. »

C’houec’h sizun a ioa m’edo er stad truezuz-se pa’z eaz eunn devez d’ann iliz, hervez he gustumm, enn eur zont euz ar skolach. Kaout a reaz eno, e chapel ar Verc’hez, ar Memorare skrivet var eur feuillennik paper, ha setu hen d’en em strinka d’ann daoulin, ha da lavaret ar bedenn-ze euz a greiz he galoun hag enn eur vouela. Goudeze e ra veu da viret ato ar jastete ha da lavaret bemdez he japeled. Kerkent ec’h en em zant pare, hag e teu adarre ar peoc’h enn he spered hag ar fizians enn he ene.

Pa oue echu he studi ganthan, Fransez a resevaz ann Ursiou sakr, hag a benn eunn tachad goude, e oue kaset d’ar Chable da velet hag hen a c’hellje lakaat tud ar vro-ze da zistrei d’ar feiz katholik; rak holl, kouls lavaret, oant eat da brotestanted.

Ar Zant a stagaz raktal d’al labour, ha ne c’houfe den koumpren pegement en devoue da c’houzanv. Var he droad ez ea ato, petra bennag ma veze aliez kignet he dreid ha leun-c’hoad he zivesker. Meur a vech e renkaz loja er meaz : eunn droiad e tremenaz ann noz enn eur vezenn, eunn droiad all enn eur forn, hag eunn droiad all c’hoaz dindan toenn eunn iliz hag a ioa hanter-gouezet enn he foull. Meur a vech all e kavaz dor zerret el leac’h ma c’houlenne digor, ha ne veze ket roet a vara d’ezhan zoken evit arc’hant. Meur a vech all erfin e oue klasket lamet he vuez diganthan, hag eunn devez e oue eseat enna varnhan betek teir guech dioc’htu; mes ann tenn ne d-eaz ket er meaz, ha goulskoude ar fuzuill a ioa e ratre.

Da genta, ar brotestanted ne deuent ket d’he zelaou : difenn o devoa a berz ho ministred. Mes Fransez ne fallgalounaz ket evit kement-se. Kendelc’her a eure da