Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/816

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
808
2 a Gerzu
santez bibiana, guerc’hez ha merzerez



ann eil devez a viz kerzu


SANTEZ BIBIANA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Ar paian Apronian, mignoun braz d’ann impalaer Julian, o veza bet hanvet da brefet e Rom gant ann impalaer-ma, a gollaz eul lagad enn eur vont di. Raktal e kredaz ne oa erruet ann dra-ze ganthan nemed dre eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag e troaz he gounnar ouz ar gristenien ; rak ar re-ma a gemere holl evit majisianed pe zorserien abalamour d’ar miraklou a reant. Bibiana a zo unan euz ar re a c’houzanvaz ar verzerenti dre he urs.

Ar zantez-ma a ioa ganet e Rom, hag e devoa evit tad ha mamm daou zen a feiz hag a zoujans Doue, ho hano Flavian ha Dafroza. Flavian a ioa bet prefet araok Apronian ; mes torret oa bet euz he garg abalamour ne felle ket d’ezhan nac’h he feiz, ha goudeze oa bet harluet enn Toskaan el leac’h m’oa marvet gant ann dienez.

Goude maro he fried, Dafroza a oue dalc’het eur pennad evel prizounierez enn he zi, asambles gant Bibiana hag eur verc’h all e devoa hag a ioa he hano Demetrii. Sonj Apronian oa, da genta, ho lezel eno ho zeir da vervel gant ann naoun. Mes abarz ar fin e reaz kerc’hat ar vamm hag he c’has er meaz euz a gear da zibenna.

Neuze Bibiana hag he c’hoar a oue tennet ive euz ho zi ha taolet enn eur prizoun striz ha tenval. Kement munud mad o doa a ioa bet lamet digantho nemed ho dillad, hag ar prefet a zifennaz rei netra d’ezho da zibri na da eva. Mes, ann Doue a ro he damm d’al labousik ha d’ann distera euz he grouadurien ne ankounac’heaz ket ken nebeut ann diou vinorez geaz ; ho maga a eure enn eur feson mirakuluz, ha pa ouent galvet dirak Apronian, hema a jomaz mantret o velet oant ker brao livet ha biskoaz ha ne oa chenchamant ebed ennho.