Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a C’henver
75
santez martina, guerc’hez ha merzerez

d’ar 27 a viz kerzu 1622, hag antronoz e varvaz eno e peoc’h d’ann oad a bemp bloaz hag hanter-kant. He gorf a oue kaset da Annesi, el leac’h ma erruaz d’ann 29 a viz genver euz ar bloaz varlerc’h; abalamour da ze e vez great he c’houel da genver ann deiz-ma. Ar pab Pi Nao en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored euz ann Iliz.

Goude he varo e oue digoret, hag e oue kavet ar vestl kaledetenn he greiz, kement en doa moustret var he galoun evit miret na ’z aje drouk ennhan ; rak dre natur sant Fransez a Zal a ioa douget d’ar vuhanegez, ha mar d-oa bet ken dous epad he vuez, ne oa nemed var bouez poania da veza ato treac’h d’ezhan he-unan.


SONJIT ERVAD

« Euruz ar re a zo dous, eme ann Aviel, rak bez’o devezo ar guir douar a bromesa ! » Beza drouk ha rust n’eo mad nemed da drenka ar sperejou ha da vaga kasouni. N’e ket a daoliou mein nag a daoliou baz eo e teu ar pastor d’ar zigas d’ar gear ann danvad dianket mes he zougen a ra gant karantez var he ziouskoaz Nag a dud n’en deuz ket sant Fransez a Zal gounezet da Zoue dre he zousder ! Tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, kemerit skouer diouthan p’o pezo ezomm da gelenn pe da skandalat ho pugale pe ho servicherien, hag heb dale e velot eur jenchamant vraz enn ho ti.





ann tregontved a viz genver


SANTEZ MARTINA, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Martina, ganet e Rom, a ioa iaouank c’hoaz pa gollaz he zad hag he mamm. Ar re-ma a lezaz ganthi madou braz; mes hi a roaz ann darn vuia euz ar madou-ze d’ar paour evit beva he-unan gant Doue ha tremen he amzer o pedi hag oc’h ober pinijenn. Rak dija e devoa choazet Jezuz-Krist evit pried, hag abaoue n’edo ket e chal gant netra all ebed.

D’ann ampoent, e reat adarre goall vuez d’ar gristenien, ha barnerien Rom, o veza klevet oa Martina kris-