dro d’he benn. Lod anezho a iea enn he c’hinou, a deue er meaz, hag a iea ebarz adarre egiz p’o devije bet c’hoant da ober ho mel eno. Ar plac’h kavell a falvezaz d’ezhi ho c’has kuit gant aoun na rajent drouk d’ar c’hrouadur ; mes tad Ambroaz a viraz outhi, enn eur lavaret : « — List, list ; ann dra-ze a zinifi eunn dra vraz bennag. » Evit guir, ann dra-ze a zinifie e vije divezatoc’h komzou ar Zant bepred dous evel ar mel.
Ambroaz ne oa nemed pevar bloaz pa varvaz he dad. Neuze he vamm a zistroaz da Rom, hag a lakeaz anezhan er skol gant ar vistri habila euz he amzer. O veza m’en doa eur spered lemm, e teske ar pez a garie ; mes he furnez a ioa c’hoaz treac’h d’he vouiziegez, ha pa oue echu he studi ganthan, n’en doa ket he bar etouez ann dud iaouank all euz he oad.
A benn eunn tachad e oue hanvet da c’houarner e Milan. Hogen, eskop ar gear-ma o veza deuet da vervel, ann dud a iliz hag ar bobl en em asamblaz evit choaz eunn eskop all. Mes ne c’hellent ket en em glevet, hag ar bobl en em rannaz e diou gostezenn hag a ioa ker kounnaret ann eil ouz eben ma'z oant dija prest d’en em ganna.
Ambroaz a zonjaz oa he zever mont da lakaat ar peoc’h entrezho, ha setu hen d’ho c’haout ha da gomz outho ker brao ma lavaraz eur paotrik a vouez huel, a greiz m’edo o parlant : « — Ambroaz da eskop ! » Kerkent ar bobl holl a griaz a bouez-penn evel ar paotrik : « — Ambroaz da eskop ! Ambroaz da eskop ! »
Ann impalaer a oue foug ennhan pa glevaz oa bet kavet din da veza eskop unan eus ar re a c’houarne ar vro euz he berz. Ar c’helou-ze a reaz ive kalz plijadur da brefed Rom ; rak hema eo en doa kaset Ambroaz da Vilan, hag enn eur gimiada diouthan en doa lavaret d’ezhan : « — En em gomportit, ne lavarann ket evel eur barner, mes evel eunn eskop. »
Goulskoude Ambroaz ne felle ket d’ezhan a briz ebed kemeret ar garg a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz ; mes, kaer en devoue, senti a renkaz erfin. O veza n’oa ket c’hoaz den a iliz, e resevaz dindan eiz dez ann