Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/836

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
828
9 a Gerzu
sant alar, eskop

oa ober archedouigou arc’hant pe aour da lakaat relegou ar Zent.

N’oa ket pell m’edo er palez pa reaz he zonj da ren eur vuez santeloc’h c’hoaz. P’oa erruet, e veze guisket brao, hag e touge avechou dillad seiz ha dillad alaouret zoken ; mes hiviziken ne zougaz mui nemed dillad groz ha dister. Kement tra a briz en devoa a roaz d’ar beorien, ha bemdez e vage eur maread euz ar re-ma. Ho zervicha a rea he-unan ouz taol, ha ne zebre nemed ar pez a jome euz ho dilerc’h. Ar beorien o deveze diganthan guin ha kig ; mes hen a rea ato vijil ha ne eve nemed dour ; aliez zoken e iune daou pe dri devez dioc’htu.

Goude maro ar roue Kloter, Dagobert, he vab, en devoue ive eunn istim vraz evit ar Zant. D’ar mare-ze, eur vandenn Vretouned a zaillaz var douar Frans enn eur ober skrab var gement tra a c’hellent da baka. Ann dra-ma a lakeaz Dagobert da egari, ha setu hen ha digas sant Alar da lavaret da zant Judikael, a ioa neuze roue e Breiz, e raje brezel d’ezhan ma ne raparje ket ar gaou o doa great he zujidi. Sant Alar ha sant Judikael n’o devoue ket a boan oc’h en em glevet. Roue Breiz a ziskleriaz dioc’h-tu e raparje ann drouk a ioa bet great var douar Frans, petra bennag n’oa ket kaoz d’ann drouk-se ; rak great oa bet heb gouzout dare d’ezhan. Mont a reaz he-unan da gaout Dagobert asamblez gant sant Alar, ha bennoz Doue d’ar zant-ma, ne oue ket a vrezel etre ann daou roue.

Sant Alar a ioa leshanvet gant ann holl Manac’h ar palez, hag e guirionez he vuez a ioa henvel e peb hent oc’h hini eur manac’h. Epad ma laboure var he vicher, e veze ato eul levr digor dirazhan ; bemdez e tremene eur pennad mad a amzer o lenn ar Skritur sakr ; erfin, bemdez ive ha bemnoz e kane meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant he vevellien evel ma vez great er c’houenchou. N’e ket souez eta ma oue goulennet da eskop e kear Noion, goude maro ar roue Dagobert, petra bennag n’oa ket zoken den a iliz.

Alar a jomaz mantret pa glevaz ar c’helou-ze. Mes,