Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
30 a C’henver
santez martina, guerc’hez ha merzerez

tenez, a c’halvaz anezhi dirazho. Ar Zantez a ieaz, leun a fizians e Doue, hag ar varnerien a c’houlennaz outhi ha guir oa ec’h heulie ar relijion gristen. « — la, emezhi, guir eo, hag ar re ne heuliont ket ar relijion-ze a so truezuz ho doare. » — « Penaoz, eme unan euz ar varnerien, e c’hellit-hu, gant ann danvez hag ar gened oc’h euz, rei skouarn d’ar seurt rambreou pe zorc’hennou-ze ? Deuit d’ann templ da ginnig ezans da Apollon. » — « N’euz Doue ebed, eme Vartina, nemed ann hini a adorann ; ho toueou-c’houi ne d-int nemed idolou : penaoz e c’hell tud a spered eveldhoc’h-hu adori patromiou bronz pe varbr ? « Ar varnerien a ieaz drouk ennho o klevet eunn hevelep respount, hag a zizkleriaz grons e tlie ar Zantez kinnig ezans d’ann doue faoz Apollon pe en em rezina da vervel.

Setu eta Martina kaset d’ann templ. Enn eur erruout eno e reaz sin ar groaz hag e lavaraz : « — Va Zalver, selaouit pedenn ho servicherez, ha ra’z ai ann idol-ze e poultr hag e ludu ! » Kerkent ann douar a gren, ann templ a gouez enn he boull, ha patrom ann doue faoz a zo bruzunet e mil damm.

Ar varnerien, o kredi ne oa ar mirakl-se nemed eunn taol maji pe eunn taol sorserez, a reaz neuze dispenn korf ar Zantez gant ivinou houarn. Pevar bourreo a oue karget euz al labour-ze, ha pa ouent skuiz, e teuaz eiz all enn ho flas. Mes ar re-ma oue pilet d’ann douar gant eur skerijenn euz ann env, hag a ziskleriaz raktal e felle d’ezho ive adori Doue ar gristenien. Delc’her a rejont mad d’ho feiz, ha divezatoc’h o devoue holl ann eur da skuill ho goad evit Jezuz-Krist.

Antronoz, Martina a oue bourrevet goasoc’h eget biskoaz, ha goudeze e oue kaset da dempl ar fals doueez Diana. Ker buhan ann diaoul a deuaz ac’hano enn eur iudal estlammuz, ha patrom ar fals doueez hag eul lodenn euz ann templ a oue devet gant ar gurun. Ar mirakl nevez-ma ne zigoraz ket ho daoulagad d’ar varnerien, ha setu hi ha koundaoni ar Zantez da c’houzanv poaniou all skrijusoc’h c’hoaz eged ar re e devoa gouzanvet dija.