Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/841

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a Gerzu
833
sant damaz, pab

bet kounje da zistrei, a oue fallakr aoualc’h evit tamall d’ar pab eur pec’hed euz ar re vrasa. Sant Damaz, heb lakaat he spered diez, a asamblaz raktal e Rom eur c’honsil a bevar eskop ha daou-ugent, ha n’en devoue ket a boan o tiskouez d’ann eskibien-ze ne oa Ursin nemed eur gaouiad hag eunn teod fall. Ar c’honsil a eskummunugaz Ursin hag ar re a ioa enn eunn tu ganthan, ha goudeze e tougaz al lezenn-ma : « — Hiviziken ann nep a damallo eunn all e gaou a vezo koundaonet he-unan d’ar pez m’en doa c’hoant da lakaat koundaoni he nesa. »

Sant Damaz n’en doa aoun rak netra na damant ebed da zen, pa veze hano da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked. N’euz fors e pe leac’h e klaske ar re-ma sevel ho mouez hag ober ho mistri, e veze prest ato da ziarbenn ho fals kredennou. Evit kement-se ec’h asamblaz meur a gonsil e Rom, hag enn unan euz ar c’honsilou-ma e torraz pevar eskop euz ho c’harg abalamour m’oant troet gant ann Arianed.

Sant Ambroaz ha sant Jerom a deuaz d’ar c’honsil diveza a asamblaz, ha Damaz a zalc’haz sant Jerom ganthan da zekretour hag her c’hargaz da lakaat ar Skritur Sakr e latin. Ar pab santel a ordrenaz ive ma vije kanet salmou ar roue David bemdez ha bemnoz e peb iliz, evel m’edo ar c’hiz dija e kalz plasou, ha ma vije lavaret da fin peb salm : Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.

Erfin, goude beza gouarnet ann Iliz gant eur furnez vraz epad seitek vloaz, daou viz ha c’houec’h devez var’nn ugent, sant Damaz a ieaz da reseo he rekoumpans enn env d’ann unnek a viz kerzu euz ar bloaz 384. Edo neuze o ren he bevar-ugent vloaz. Sant Ambroaz ha sant Jerom o deuz great he veuleudi e nebeut komzou : ar c’henta, o lavaret oa bet choazet evit pab dre eunn taol euz a Brovidans Doue, hag ann eil, o lavaret n’en doa great biskoaz pec’hed ebed a enep ar burete. Goude he varo, Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl, ha dija epad he vuez en doa roet ar gueled da eunn den hag a ioa dall abaoue trizek vloaz.