Ann teodou fall n’o deuz ket espernet ar Zent ken nebeut na espernont ann dud all. Mes ar Zent n’int ket deuet d’en em jala gant ann dra-ze, lezet o deuz ho c’haoz etre daouarn ann Aotrou Doue, ha Doue he-unan en deuz roet da anaout ne oa nemed gevier er pez a damallet d’ezho. Grit evel ar Zent. Ma leverer traou ac’hanhoc’h ha n’int ket guir, gouzanvit gant pasianted ar pez n’hoch euz ket meritet ; en em abandounit gant fizians etre daouarn ann Aotrou Doue, ha Doue a gavo ann tu da lakaat restaol d’ehoc’h ho prud vad guelloc’h eget na c’houfac’h hen ober hoc’h-unan.
orantin a ioa ganet e Breiz-Izel a dud a lignez huel
hag a zoujans Doue. Ar re-ma hen lakeaz abred var
ar studi, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz
da veza habil e berr amzer. Mes skiant ar Zent eo a felle
d’ezhan da zeski dreist peb tra, ha setu perak e kuiteaz
ar bed enn he iaouankiz evit mont da ober he ermitach
enn eur c’hoat a ioa e kichen Mene-C’hom, el leac’h
pm’ema brema parrez Ploudiern.
Eno e veve kentoc’h egiz eunn eal eget egiz eunn den ; rak tremen a rea he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr. Doue her magaz enn eur feson mirakuluz. Dour eur feunteun hag a veler c’hoaz hirio a zerviche d’ezhan da derri he zec’hed. Hogen, Doue a lakeaz eur pesk er feunteun-ze, ha Korantin a drouc’he bemdez eunn tamm euz ar pesk-ma evit he bred. Ar pesk ne varve ket evit ann dra-ze ; mes dont a rea adarre dioc’htu enn he bez.
Korantin en doa evit amezek eunn ermit all hag a ioa Primel he hano ; mes hema a ioa dija koz ha kabac’h. Korantin o veza eat d’he velet eunn devez, ann daou zant a jomaz var zao epad ann noz varlerc’h da veuli Doue asambles. Dioc’h ar mintin, Primel a ieaz da gerc’hat dour da lavaret he offerenn ; mes ar feunteun a ioa