Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/846

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
838
13 a Gerzu
santez lusia, guerc’hez ha merzerez

ment a zrouk ennhan ma tiskuillaz anezhi da Baskaz, gouarner kear ; rak ann dra-ma a ioa enn amzer ann impalaer Dioklesian. Paskaz, o veza galvet Lusia dirazhan, a implijaz he holl ijin hag he holl finesa evit ober d’ezhi kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes ar gristenez iaouank a lavare ato : « — Ne anavezann nemed eunn Doue hebken ; dija em euz roet d’ezhan va madou, ha prest ounn ive da rei d’ezhan va buez. »

« — Bremaik, eme ar gouarner, pa viot etre daouarn ar vourrevien, ne vezo mui ken huel ho mouez. » « — Servicherien ar guir Doue n’int ket evit tevel, eme Lusia ; rak Jezuz-Krist en deuz lavaret d’ezho : Pa viot kaset dirak ar vernerien, n’e ket c’houi eo a gomzo, mes ar Spered-Santel he-unan a gomzo dre ho kinou. » « — Kredi a rit eta ema ar Spered-Santel ennhoc’h ? » eme Baskaz. « — Ia, eme Lusia, ann eneou chast a zo templou d’ar Spered-Santel. » « — Mad, eme ar gouarner, me ho koundaono da goll ho kuerc’hded evit ma’z ai ar Spered-Santel ac’hanhoc’h. » « — Ar pez a vezo great d’am c’horf enn despet d’inn ne viro ket ouzinn da jom pur ; evelse, er c’hountrol, e c’hounezinn diou gurunenn e leac’h unan. »

Ar c’homzou-ma a lakeaz ar gouarner da egari, ha setu hen ha rei urs da gas Lusia da eur gambr a gostez evit ober d’ezhi koll he guerc’hded. Mes ar Zantez a deuaz enn eunn taol kount da veza henvel ouz eur garrek, ha ne finvaz ket euz he flas kaer a oue chacha varnhi, kaer a oue zoken staga kerdinn outhi ha lakaat ejenned da jacha var ar c’herdinn-ze.

Neuze Paskaz a lavaraz ober tan enn dro da Lusia, goude beza skuillet pek, rousin hag eol bervet var ar c’heuneud evit ma krogche ann tan buhanoc’h. Mes ar flamm, o sevel enn ear, ne reaz drouk ebed d’ar Zantez : ne oue ket devet zoken eur vlevenn euz he fenn.

Erfin ar gouarner aheurtet a reaz planta beg eur c’hleze enn he gouzoug, ha Lusia a varvaz enn eur veuli Doue d’ann 13 a viz kerzu euz ar bloaz 304. Araok mervel e c’hellaz c’hoaz komz ouz ar gristenien a ioa