Petra bennag n’oa ket pinvidik, Spiridion a rea peurvuia diou lodenn eur ar pezik en devoa : eul lodenn a ioa evit ar paour, hag al lodenn all evithan. Mes var al lodenn-ma e kemere c’hoaz aliez pe a dra da zikour ar re a c’hoarveze gantho eur c’holl bennag, pe a goueze enn dienez enn eunn taol kount. Erfin, goude beza bevet betek eunn oad braz, e varvaz leun a veritou e tro ar bloaz 348 goude donedigez hor Zalver.
Ar zant-ma n’oa ket eunn den helavar, ha goulskoude e reaz skol da eur paian hag a lavare traou euz ar relijion gristen. N’euz ket a ezomm ken nebeut da veza eunn den helavar, nag eunn den habil, evit lakaat da devel ar fals doctored a zo ker stank enn hon amzer-ni ; aoualc’h eo gouzout mad ar c’hatekiz. Mar gouzoc’h mad ho katekiz, e vezo eaz d’ehoc’h ive diskouez d’ar seurt tud-se ne d-int nemed azenned, ha n’ez euz nemed gevier ouz ho heul.
r zantez-ma, ginidik euz ar C’happadoz, a ioa nizez
dioc’h kostez he mamm da eskop pe batriarch Jerusalem.
D’ann oad a zaouzek vloaz e oue kaset digant he zud,
goude m’o doa guerzet ho holl danvez evit rei ann arc’hant
d’ar paour. Neuze he zad a guiteaz ar bed evit
mont da ober he ermitach enn eul leac’h distro ; he
mamm en em dennaz ive e ti eur garez d’ezhi, hag hi a
oue lakeat gant he eontr e ti eur vaouez a zoujans Doue,
he hano Nisephora.
Nina a ioa dija devot evel eunn eal, hag he brasa plijadur oa klevet komz euz a basion hag euz a varo Jezuz-Krist. Eunn devez e c’houlennaz ouz Nisephora petra oa deuet da veza sae hor Zalver, ar zae-ze a ioa holl enn eunn tamm ha ne oa gri ebed ennhi. « — D’ann Iberii eo eat, eme Nisephora, hag er vro-ze n’ez euz c’hoaz