Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/857

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 a Gerzu
849
var c’hed ginivelez hor zalver



ann trivac’hved devez a viz kerzu


ANN ILIZ VAR C’HED EUZ A C’HINIVELEZ HOR ZALVER
————


Epad ann Azvent, hor mamm zantel ann Iliz ne ehan da zigas da zonj d’eomp euz ar vall o doa guech all ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz da velet donedigez hor Zalver. Kemeret a ra he-unan perz er vall-ze, hag hon alia a ra da ober eveldhi.

Raktal goude pec’hed hon tad hag hor mamm genta, Doue a lavaraz d’ar zarpant en devoa ho zouellet : « — Ar vaouez a flastro d’id da benn. » Dre ar c’homzou-ze, Doue a roe da anaout da Adam e c’hanje euz he lignez eur Zalver hag a flastrche he benn da Zatan enn eur denna ann den divar hent ann ifern hag euz ar stad a zaonasion, hag enn eur zigeri d’ezhan adarre doriou ar baradoz.

Divar neuze ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz ne rejont nemed huanadi o c’hortoz ar Zalver-ze ; rak ennhan edo ho holl esperans. Ho c’haloun a lamme enn ho c’hreiz o sonjal er bromesa a ioa bet great gant Doue da Adam, ha goudeze c’hoaz da Abraham, da Izaak ha da Jakob, ha ne baouezent da c’houlenn enn ho fedennou ma teuje erfin ann hini a dlie ho zavetei.

Mes allaz ! pell e renkchont gortoz. Doue a jomaz pevar mil bloaz heb seveni he bromesa evit rei da goumpren guelloc’h a ze ann ezomm en devoa ar bed euz eur Zalver. Setu ar pez a rea da Jezuz-Krist lavaret d’he ziskibien eunn devez : « — Euruz ann daoulagad a vel ar pez a velit-hu ; rak, m’hen lavar d’ehoc’h, eleiz a bropheted hag a rouaned o deuz bet c’hoant da velet ar pez a velit, ha n’o deuz ket gellet guelet. »

Hogen, mar o doa ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz kement-se a vall da