Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/863

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 a Gerzu
855
sant dominik silos

zuz meurbed ho doare, hag ato e riskl da nac’h ho feiz. Hogen, n’o doa nemed goulenn sikour digant Dominik pe en em erbedi outhan a galoun, ha raktal ec’h en em gavent adarre enn ho bro gant ho jadennou torret enn eunn taol. Neuze e teuent, dre anaoudegez vad, da zigas ar chadennou-ze da gouent Sant-Sebastian enn eur drugarekaat Doue hag ar Zant.

O veza kouezet goall glanv, Dominik a resevaz he zakramanchou diveza gant eunn devosion dener, ha goudeze e varvaz evel ma varv ar Zent d’ann 20 a viz kerzu euz ar bloaz 1003. Eur vandenn vugale a velaz he ene o nijal d’ar baradoz, enn deiz-se memes, gant teir gurunenn enn dro d’ezhan. He gorf a oue enterret e kouent Sant-Sebastian, en doa gouarnet epad tri bloaz var’nn uguent, hag abaoue ar gouent-se a zo hanvet kouent Sant-Dominik-Silos.

Janned Aza, greg Felis Gusman, dimezet eur pennad a ioa, n’e devoa ket a vugale. Dont a reaz da bedi var bez ar zant-ma, hag e devoue erfin eur mab hag a hanvaz ive Dominik. Ar mab-se a roaz c’hoaz muioc’h a lufr da eunn hano hag a ioa dija ker gloriuz, dre ann niver braz a eneou a c’hounezaz da Zoue, dre ar burzudou a reaz epad he vuez, ha dre ann Urs nevez a venac’h en deuz savet hag a zo en em skignet buhan dre ar bed holl.


SONJIT ERVAD

E buez sant Dominik Silos e velit eur roue o klask lakaat he graban var denzor eunn iliz pe eur chapel, petra bennag ma’z oa dija pinvidik aoualc’h ; rak ar rouaned ne vank netra d’ezho peurvuia. Pa grog ann avarizded e kaloun eunn den, ann den-ze ne ra ket a fors petra da ober evit kaout arc’hant. Ne respet mui na sakr na dizakr gant ma c’hello kreski he zanvez. Grit eur zell enn ho koustians, ha ma remerkit oc’h euz avechou re a garantez evit madou ar bed-ma, poanit da drec’hi ann tech fall-ze enn eur rei aluzenn gant largentez, enn aoun na veac’h hoc’h-unan trec’het ganthan ha na ve kaoz d’ehoc’h d’en em goll da viken.