dont a rann da zigas d’ehoc’h eur c’helou euruz : hirio ez euz ganet evidhoc’h eur Zalver e kear David, hag ar Zalver-ze eo ar C’hrist, hon Aotrou. Setu ama penaoz e c’hellot he anaout : kaout a reot eur bugel mailluret ha gourvezet enn eul laouer goat. » Kerkent eur maread elez all en em lakeaz da veuli Doue asambles gant ann hini a ioa o paouez komz ouz ar bastored, hag holl e lavarent a vouez huel : « — Gloar da Zoue e barr ann envou, ha peoc’h var ann douar d’ann dud a volontez vad ! »
Pa oue eat ann elez kuit, ar bastored a lavaraz ann eil d’egile : « — Deomp da Vethleem da velet petra zo c’hoarvezet eno a nevez hervez ar c’helou on euz bet digant ann Aotrou Doue. » Mont a rejont dioc’htu, tiz varnho, ha kaout a rejont er c’hraou Mari ha Joseph, hag ar Mabik Jezuz gourvezet enn eul laouer goat. Neuze ec’h en em lakejont da gounta da Vari ha da Joseph ar pez o doa klevet divar benn ar bugel-ze, ha goude beza he adoret gant devosion, e tistrojont d’ar gear enn eur rei gloar ha meuleudi da Zoue.
It ive a spered da adori Jezuz da graou Bethleem asambles gant ar bastored. Guelit anezhan gourvezet enn eul laouer goat, var eur guchenn foenn pe golo, e kreiz etre daou anenval. Ar c’hrouadur paour-ze eo roue ann env hag ann douar, ann hini a zalc’h ar bed holl var bal he zorn ! Dre garantez evidhoc’h hag evit ho parea dioc’h klenvejou hoc’h ene eo en em lakeat er stad-ze. Ganet eo enn eur c’hraou etouez al loaned, er boan hag enn dienez a bep tra, evit deski d’ehoc’h beza humbl ha labourat da zistaga ho kaloun dioc’h madou ha plijadureziou ann douar. Dont a ra, he zaouarn leun a c’hrasou ha prest eo d’ho skuill varnhoc’h gant largentez. Goulennit eta diganthan gant fizians ann holl zikourou m’oc’h euz ezomm anezho evit ober ho silvidigez ha beza eunn deiz euruz ganthan enn he varadoz, goude beza he garet hag he zervichet egiz ma’z eo dleet epad ar vuez-ma.