Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/876

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
868
26 a Gerzu
sant stephan, kenta merzer



ar c’houec’hved var’nn ugent a viz kerzu


SANT STEPHAN, KENTA MERZER
————


Ar gristenien genta a rene eur vuez santel meurbed. Aketuz oant da vont da zelaou ann Ebestel, da bedi asambles gantho ha da gommunia euz ho dorn. N’o devoa holl nemed eur galoun hag eunn ene. Nikun anezho ne zonje e vije d’ezhan he-unan hebken ar pez en devoa ; mes peb tra a ioa boutin entrezho. Setu perak ne oa paour ebed enn ho zouez ; rak ar re o devoa tiez pe zouarou ho guerze hag a zigase ar priz anezho d’ann Ebestel. Ar re-ma neuze a ingale ann arc’hant-se etre ann holl dud fidel, enn eur rei da bep hini hervez he ezomm. Ar garantez a vreudeur o doa evelse ar gristenien genta ann eil evit egile a rea d’ar bobl kaout eunn istim hag eur respet braz evitho, hag ann niver anezho a greske a zeiz da zeiz.

Gant ann amzer goulskoude, e savaz eunn trouz bennag enn ho zouez divar benn ar boued hag ann aluzennou a veze ingalet bemdez entrezho. Raktal ann Ebestel a asamblas ann diskibien all hag a lavaraz d’ezho : « — Hor breudeur ker, ann dever kenta euz hor c’harg-ni eo prezeg ann Aviel, ha n’e ket just d’eomp lezel ann dever-ze a gostez evit servicha ac’hanhoc’h ouz taol. Choazit eta evit al labour-ma seiz den ha n’euz netra da lavaret anezho, seiz den hag a ziskouez dre ho furnez ema ar Spered-Santel o ren enn ho c’haloun. Evidomp-ni or bezo aoualc’h da ober o pedi hag o vaga hoc’h eneou gant komzou Doue. »

Ann diskibien all a gavaz mad ar pez a lavare ann Ebestel. Choaz a rejont eta seiz avieler hag a vije enn ho c’harg pourvei ar gristenien euz ar pez a zell ouz magadurez ar c’horf. Hogen, Stephan a oue ar c’henta euz ar seiz avieler-ze. Pa ouent choazet ho zeiz, ann diskibien ho digasaz dirak ann Ebestel, hag ar re-ma a lakeaz ho