Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/877

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 a Gerzu
869
sant stephan, kenta merzer

daouarn varnho enn eur bedi, evit rei d’ezho ann Urs sakr m’oant galvet da reseo.

Levr histor ann Ebestel a ra e daou c’her meuleudi ar zant-ma : « — Stephan, eme al levr-se, a ioa eunn den leun a feiz ha leun euz ar Spered-Santel. » N’e ket souez eta ma rea burzudou ha miraklou braz etouez ar bobl, ha ma lakeaz eur maread Iuzevien da anaout ar virionez euz ar relijion gristen.

Hiniennou evelato a droaz enn he enep, hag a glaskaz herpel outhan. Mes treac’h e oue d’ezho bepred enn he respounchou ; rak ar Spered-Santel he-unan a gomze dre he c’hinou. Neuze ann dud aheurtet-se hen tamallaz da veza blasfemmet a enep Moizes hag a enep Doue, hag a reaz he gas dirak konseil braz Jerusalem.

Hogen, tud ar c’honseil-ma, o veza sellet ouz Stephan, a gave d’ezho guelet eunn eal dirazho. Mes ar Zant o veza rebechet d’ezho e reant ato ar skouarn vouzar ouz mouez ar Spered-Santel hag o devoa lakeat hor Zalver d’ar maro, ann dud-se a ieaz kement a zrouk ennho ma verve ho goad ha ma skrigne ho dent gant ar gounnar o doa ouz ann avieler kalounek.

Etre daou, Stephan a zavaz he zaoulagad etrezek ann env, hag a velaz eno ann Aotrou Doue enn he c’hloar ha Jezuz azezet enn tu deou d’he Dad. Neuze e lavaraz d’he varnerien : « — Me vel ann env digor ha Mab ann den azezet enn tu deou da Zoue. » O klevet ar c’homzou-ze, ar re a ioa er c’honseil en em daolaz holl varnhan enn eur iouc’hal a bouez-penn, hag enn eur lakaat ho bizied da stanka ho diouskouarn abalamour d’ar blasfemm en doa laosket ar Zant, var ho meno.

Bounta a rejont evelse Stephan da vont enn ho raok er meaz euz a gear, evit he laza a daoliou mein, hag ar re o devoa douget testeni enn he enep a ieaz da rei ho dillad da ziouall da eunn den iaouank hag a ioa he hano Saol.

Goulskoude ar Zant a bede Doue, epad m’edot o vanna mein outhan, hag a lavare : « — Salver Jezuz, resevit va ene. » Goudeze ec’h en em lakeaz var bennou he zaoulin, hag e lavaraz gant eur vouez krenv : « — Va