Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/883

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
29 a Gerzu
875
sant thomas a gantorberi

epad ma chache ar bourreo dioc’h eur c’hostez, ar vamm a zalc’he stard dioc’h eur c’hostez all ; mes abarz ar fin ar bourreo a veze ato treac’h d’ar vamm. Eur skrij hag eunn druez oa guelet eunn hevelep lazerez !

Ar vugale-ze, lakeat d’ar maro dre urs Herodes, a zo bet hed ar vech henoret gant ann Iliz evel merzerien ; rak e guirionez skuillet o deuz ho goad abalamour da Jezuz-Krist, hag evel pa lavarfenn enn he blas, petra bennag n’edont ket c’hoaz enn oad da chouzout petra reant.

Ar roue Herodes ne zaleaz ket da veza skoet gant dorn Doue. Mervel a eure e kreiz poaniou ker braz ma kave d’ezhan edo ann tan e diabarz ennhan. Lod euz he gorf a ioa dija debret gant ar prenved, ha kement a flear a ioa gant he alan ma’z oa eunn donjer tostaat outhan.


SONJIT ERVAD

Kriz e kavit Herodes, hag he hano a ra heuz d’ann holl. Mad, ann tadou hag ar mammou a zesk d’ho bugale offansi Doue dre ar skouer fall a roont d’ezho a zo c’hoaz krisoc’h eged ar roue Herodes. Rak hema ne lamaz nemed buez ar c’horf digant bugale Bethleem, hag enn eur lamet ar vuez-se digantho e kasaz ho eneou var ehun tenn d’ar baradoz. Er c’hountrol, ann tadou hag ar mammou a zesk d’ho bugale offansi Doue dre ar skouer fall a roont d’ezho a lam digantho buez ann ene, hag ho laka var hent braz ann ifern.




ann naved var ’nn ugent a viz kerzu


SANT THOMAS A GANTORBERI, ESKOB HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Loundrez e Bro-Saoz, hag a oue savet e doujans Doue gant he vamm. Goudeze e oue kaset d’ar skolach, hag erfin ez eaz da Baris da studia al lezennou.

Pa oue echu he studi ganthan, e oue kemeret da zekretour gant eunn dijentil hag a ioa o chom var ar meaz. Ann dijentil-ma a dremene he holl amzer o chaseal, ha Thomas a veze oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Evelse e teuaz da laoskaat eunn tammik e servich Doue ; mes