Ar pab o veza asamblet eur c’honsil e kear Tour e Frans, Thomas a deuaz ive d’ar c’honsil-ma. Hogen, p’oa dija tost da Dour, ar gardinaled a ieaz d’he zigemeret er meaz euz a gear, petra bennag n’edo ket ar c’hiz, hag epad ar c’honsil, ar pab hen lakeaz da azeza enn tu deou d’ezhan. Kement-se a ziskouez sklear ann istim o devoa ann holl evithan abalamour d’he virit ha d’he zantelez.
Pa zistroaz da Vro-Zaoz, ar roue Herri hen resevaz gant kement a henor hag a respet ha m’en devije resevet he dad. Mes, prest goude, ar roue-ze a glaskaz lakaat ann eskibien da zina eunn dra hag a ioa kountrol da viriou ann Iliz. Arc’heskop Kantorberi a enebaz outhan raktal, ha kerkent karantez Herri a droaz e kasouni, hag enn eur gasouni kounnaret.
Thomas, o c’houzout edo e riskl da veza taolet er prizoun pe zoken lakeat d’ar maro, a dec’haz dre guz e Frans el leac’h m’edo c’hoaz ar pab. Mont a reaz da genta da gaout ann Tad Santel, evit kounta d’ezhan ar pez a ioa erruet, ha goudeze ec’h en em dennaz e Pontigni, enn eur gouent menac’h euz a Urs sant Bernard.
Epad ann amzer-ze, ar roue Herri a lakea he graban var holl zanvez ann arc’heskop ha var hini he gerent, he vignouned hag he zervicherien. Ouspenn-ze, ar re-ma a oue taolet holl e meaz ar vro, braz ha bihan, goazed ha merc’hed, heb damant ebed d’ho oad pe d’ho iec’hed. Thomas a oue rannet he galoun pa glevaz ar c’helou-ze ; mes chom a eure bepred stard enn he zever evel eur garrek, ha morse ne falvezaz d’ezhan asanti d’ar pez a ioa kountrol da viriou pe da lezennou ann Iliz.
Goulskoude roue Frans hag ar pab a reaz kement var roue Bro-Zaoz ma c’hellaz ann arc’heskop distrei da Gantorberi a benn ar seizved blavez goude m’oa deuet kuit. Hogen, digemeret e oue eno gant eur joa hag a zo dreist ar pez a c'houfet da lavaret : ar veleien, ar venac’h, ar bobl holl a ioa var zao, hag al levenez a bare var dal peb unan.
Mes tud aviuz a zornaz adarre a bep seurt traou divar he benn d’ar roue Herri, hag eunn devez hema a lava-