Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/886

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
878
29 a Gerzu
sant thomas a gantorberi

raz enn eur gomz euz a Dhomas : «  — Penaoz ne c’hellfenn-me ket erfin kaout peoc’h dioc’h ar belek-se ? »

Ar c’homzou-ma n’ez ejont ket gant ann avel, ha pevar dijentil fallakr, o veza ho c’hlevet, a gredaz dioc’htu e rajent plijadur d’ar roue o lamet he vuez digant ann arc’heskop kalounek. Setu hi eta da Gantorberi gant ar zonj-se enn ho spered. Pa errujont, edo poent gousperou, hag ar Zant a ioa enn iliz. Ar pevar muntrer a ieaz di rak ehun, hag a c’houlennaz : « — E pe leac’h ema ann treitour ? » Den ne respounte grik. « — E peleac’h ema ann arc’heskop ? » eme ar vuntrerien adarre. Ar vech-ma, Thomas a respountaz : « — Me eo ann arc’heskop, mes evit treitour avad ne d-ounn ket. »

Neuze ar Zant en em lakeaz var bennou he zaoulin, ha goude beza great, evithan he-unan hag evit he eskopti, eur bedennik da Zoue, d’ar Verc’hez, da zant Denis ha d’ar batrouned all euz ar vro, ec’h astennaz he c’houzoug d’he vourrevien heb aoun ebed, hag ar re-ma a faoutaz he benn outhan dre’nn hanter gant ho zabrinier pe ho c’hlezeier. He verzerenti a erruaz d’ann 29 a viz kerzu euz ar bloaz 1170.

Ar bed katholik a reaz eur skrijadenn a horrol pa glevaz ar c’helou-ze. Ar roue Herri he-unan a jomaz tri devez heb dibri nag eva, kouls lavaret, hag a ziskouezaz kaout eur c’heuz guirion d’ar gomz en doa lavaret re vuhan ha dre zrouk, hag a ioa bet kaoz euz a varo ann arc’heskop. Ober a reaz ive eur binijenn galet oc’h anzao dirak ann holl en devoa pec’hed o klask kaout digant Thomas eunn dra kountrol da viriou ann Iliz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, goude beza bet ker karet, ken istimet, ker respetet gant he roue, a deuaz da veza kaseat ganthan enn eunn taol kount, ha kemeret evit he vrasa enebour. Setu aze petra eo mignounach ar bed, eur vignounach edro evel ann avel ha bresk evel eur goloenn. Ah ! enn han’ Doue, ne gountit ket var ar vignounach-se, mes klaskit dreist peb tra mignounach Jezuz ; rak n’euz nemed houma hag a ve stard ha paduz.