Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
1 a C’houevrer
sant ignas, eskop ha merzer

oue kaset da blas ann ebatou. Pa glevaz al loaned gouez o iudal, e lavaraz a vouez huel : « — Me zo eur c’heunenn viniz da Jezuz-Krist, ha red eo e venn malet gant dent al loaned evit gellout beza kinniget d’ezhan evel eur bara pur. » Daou leon a oue laosket varnhan, ha kerkent e oue lonket gantho egiz m’en devoa c’hoanteat. Hano Jezuz a oue ato var he vuzellou betek he huanad diveza. Ne jomaz euz he gorf nemed eunn nebeut eskern, hag ar re-ma a oue douget gant henor da Antioch. He verzerenti a erruaz er bloaz seiz ha kant goude donedigez hor Salver.


SONJIT ERVAD

Ar c’hoant en doa sant Ignas da ziskouez he garantez evit Jezuz-Krist a reaz d’ezhan gouzanv gant joa eur maro Kriz ha spountuz. Ha c’houi, pe seurt merk a garantez oc’h euz-hu roet bete vrema da Jezuz ? Petra oc’h euz-hu great, petra oc’h euz-hu gouzanvet evithan ? Jezuz en deuz bevet var ann douar hag a zo maro dre garantez evidomp ; poaniomp ive da blijout d’ezhan e kement tra a reomp, a zonjomp pe a leveromp; bezomp prest ato da c’houzanv dre garantez evithan ann traou diez, ann traou kountrol, ann traou kasaüz a c’hell erruout ganeomp er bed-ma, ha leveromp d’ezhan aliez euz a greiz hor c’haloun : « Jezuz, Doue a garantez, roit d’inn ar c’hras da veva ha da vervel enn ho karantez. »