Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/902

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
894
buez ann aotrou mikeal nobletz

a deuaz, ouz he glevet, da ober muioc’h a evez ouz ho zilvidigez. Diou euz he e c'hoarezet, Mac’harit hag Anna, a zeskaz ganthan disprijout ar bed gant he vadou, hag en em roaz holl da Zoue. Neuze, Dom Mikeal (ann hano-ze a roet d’ezhan abaoue m’oa beleget) a ieaz da velet he vrasa mignon, ann tad Per Kintin, a ioa e kouent menac’h sant Dominik, e Montroulez, hag heb dale, en em lakejont ho daou d’ober misionou e eskopti Treger. Goude-ze e tistroaz da Blougerne hag ez eaz, he-unan, da brezeg e Eusa, e Molenez hag Enez Vaz. Burzuduz eo ar vad a reaz el lec’hiou-ze. Pa veze menek evithan da vont kuit, ann holl a vouele dourek hag a rea kement a c’hellent evit derc’hel c’hoaz ar misioner santel.

Er beg pella euz douar Leon, e kichenik Konk, ez oa eur gear, a reat anezhi Sant-Vaze-Penn-ar-Bed, darempredet gant ar besketerien hag ar varc’hadourien a bep bro. Dom Mikeal a ieaz di da jom, abalamour eno ez oa kalz eneou da c’hounit, hag ac’hano, dre vor, e vije eaz d’ezhan mont n’euz forz pe du e Leon, e Kerne ha Landreger, da rei misionou dioc’h ma vije ezomm. Er bloaz 1614 e tremenaz daou viz e Landerne. Ar beorien hag al labourerien a zelaouaz he genteliou ; mes, ann dud-chentil hag ar vourc’hisien ne rejont van euz he gomzou. Neuze e skoaz da Gemper hag e prezegaz epad ar c’horaiz e iliz Sant-Vaze, Konk-Kerne, Pont'nn-Abad, Goaien, ar Faou, Enez-Sizun hag eleiz a barreziou all a glevaz ive mouez ar misioner kalounek. Peurvuia e kavaz digemer mad ; e meur a leac’h koulzgoude e oue goapeat ha gual-gaset ; mes, dom Mikeal n’oa na souezet nag enkrezet a gement-ze ; gouzout aoualc’h a rea e vez ato ar bed hag ann diaoul a unan evit ober brezel da gement hini a glask gloar Doue ha silvidigez ann eneou.

Erfin, eur vouez euz ann env her galvaz da Zouarnenez, eur porz mor, a ioa ennhan ive eur maread pesketerien ha tud a genverz. Senti a reaz raktal, ha goude beza goulennet aotre ha bennoz Aotrou persoun Ploare, en em lakeaz da brezeg ha da ober katekiz, enn iliz, enn tiez, var ann tachennou, e kement leach ma kave tud d’he zelaou. A hed pemp bloaz var’nn ugent e labouraz heb