huadad diveza etre diou vreac’h he vab karet, ann Tad Maner, d’ar 25 a viz mae 1652. He gorf a oue lezet daou zevez var ar varv-skaon, e iliz Sant-Kristoph, evit rei amzer d’ann dud da zont d’he velet, da boket d’he dreid ha d’he zaouarn, pe da douch outhan chapeledou, kroaziou ha metalennou. Diez e ve niveri ann traou burzuduz c’hoarvezet var bez ar zervicher Doue, hag ar grasou, evit ar c’horf pe ann ene, bet dre zikour he bedennou araok ha goude he varo. Darn anezho a gaver merket el levriou great gant ann Tad Bleuzen hag ann Aotrou Drezen var buez Mikeal Nobletz.
nn Tad Julian Maner a ioa ganet e Sant-Jeorj
Reintembault, e eskopti Roazon, d’ar c’henta a viz here
1606. He gerent, marc’hadourien o veva dioc'h ho labour,
mes tud leun a feiz ive, a c’hoantea her c’has da veleg ;
hag eunn den a iliz euz ar barrez a reaz d ezhan eunn
tamik skol latin. O veza c’hoaz bihanik, Julian a garie
dastum enn dro d’ezhan ar vugale euz he oad evit mont
gantho e prosesion beteg ann iliz, pe groaz al Lenn, enn
eur gana pedennou ha kantikou. Kaset da skolaj ann
tadou Jezuisted, da Roazon, e oue buhan anavezet mui
c’hoaz dre he zantelez eged dre he spered. Ne c’houzanve
ket klevet eur gomz dizoare, hag ouz he velet ker
parfet enn iliz, ar re all a glaske beza henvel outhan. Ar
skuer vad hag ar c'huzuliou fur a roe da bep unan a reaz
da galz skolaerien karet muioc’h servich Doue, ha beza,
dreist holl, devot d’ar Verc’hez.
D’he naontek vloaz e c’houlennaz beza digemeret e kompagnunez Jezuz, hag azaleg neuze e oue c’hoaz aketusoc’h da bedi ; ne glaske ive nemed beva dianavezed hag ober bepred bolontez ar re all. Echuet ganthan he studi, e oue kaset da Gemper d’ober skol. Galvet oa gant