Doue da veza, eunn deiz, abostol Breiz-Izel, ha da ober, a nevez, ar burzudou a lennomp e buez ar visionerien genta a brezegaz ar feiz er beg douar-ze. Koulz a zo, Dom Mikeal Nobletz, misioner Breiz-Izel ive, ha brudet c’hoaz eno dre he zantelez, a roaz da anaout petr’ e vije ann Tad Maner, araok memez ma oue ganet. N’eo ket souez eta e ve deuet hema, dre guzul ar Spered-Santel, da zonjal implija he vuez evit silvidigez Breiziz, ha da boania evit deski ar brezounek ne c’houie ket eur gomz anezhan c’hoaz. O veza eat da bardouna da japel Ti-Mamm-Doue, eunn hanter leo dioc’h Kemper, en devoue digant ar Verc’hez ker braz sikour ma teuaz, dindan tri devez, da c’helloud koumpren ha komz ar brezounek. Neuze ec’h en em lakeaz dioc’htu d’ober katekiz d’ar vugale ha d’ann dud dister sul ha gouel-berz ; ha Doue a skuillaz ker puill he vennoz var al labour-ze ma oue guelet, a benn tri bloaz, eur jenchamant kaer e teir barrez var’nn-ugent, hag ouspenn ugent mil den, a veve a ziagent ec’hiz loened, desket gantho anaout ha servicha ho c’hrouer.
Al labouriou-ze o devoa dinerzet neat ann Tad Maner, hag he zuperioret her c’hasaz da Dour ha goude da Vourj evit studia ann theoloji. O veza bet beleget er gear-ma, e oue lakeat adarre d’ober skol e Nevers. Mes, Dom Mikeal Nobletz hag ann Tad Bernard ne ehanent da c’houlenn ma tistroje e Breiz. Dont a reaz, da viz eost 1640 ; hag eno e tremenaz hiviziken he vuez er misionou brezounek a zo chomet var he lerc'h ar c’hiz anezho er vro. He unan en deuz merket penaoz e teue ar feiz da asveva e douarou Breiz, ha dreist holl e eskoptiou Kerne, Leon ha Landreger. Selaouit eunn nebeut euz he gomzou : « Ne oufen ket tevel ar grasou skuillet gant Doue var hor misionou ; ann dra-ze a ve laerez he c’hloar digant ann Holl-Challoudek, hag ober gaou ouz ar guir gristenien o deuz lakeat da zisken varnho ker puill bennoz euz ann env. » Ouz e glevet e lavarfech n’en doa ken d’ober nemed sellet ouz ar burzudou a c’hoarveze ; ha pa dalv, dreizhan eo e rea Doue ann traou souezuz great guech all gant ann ebestel. Ann dud keiz-ze, oc’h anaout